Gouest eo ar Vretoned d'ober abadennoù kaer evel dec'h. Pet dud a oa : 2000, 3000 ? Dindan ar glav, o tifenn Kreiz Breizh, o sevel a-enep GDE hag ur saotradur didermen e oant o stourm asambles.

N'int ket bet digalonekaet ar vanifesterien gant ar barradoù glav dizehan disadorn e Ploure. Gwelet eo bet ur paotrig o c'hoari gant an dour, ken laouen da batouilhat er pri hag er fank !

Komzoù flour a zo bet dibunet war al leurenn gant an dilennidi, komzoù brav,gant ma vo sinet en ti-kêr ur bern evezhiadennoù war ar c'haier "enklask boutin", gant ma vo ur Prefed a c'hello kaout titouroù skiantel ha resis war an doare tour 14 estaj a vefe savet e kreiz ur park war mammennoù an Elle.

Manifesterien laouen memestra, bannieloù strolladoù politikel, NPA, UDB, ar re c'hlas, hag ur bern bannieloù Breizh. Adkroget ar stourm evit ar vro ? Gant ma vo produet nebeutoc'h a lastez en dazont, mod-all, e vo evel Plogo, nukleel pelloc'h, met 80% deus an tredan e tiez an dud o tont deus an nukleel, ha energiezh efedus ebet, na gant an avel, na gant an heol, produet e Breizh evit emrenerezh ar vro ...

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....