Sinet e oa bet ar garta Ya d'ar brezhoneg d'an 9 a viz Here 2009 gant Bernard Le Porz, maer Santeg, dirak meur a zilennad, en o zouez an ao. Nicolas Floc'h, maer Kastell-Paol ha prezidant Kumuniezh kumunioù bro Leon. Gant ar C'huzul-kêr e oa bet votet kas da benn 10 ober dindan daou vloaz.

A-benn gounit al label live 2 en deus dibabet skipailh ar maer sevel un endro brezhonek ha kregiñ gant ar vuhez pemdeziek en ti-kêr.

Implijet e vo ar brezhoneg, seul daol, evit ar pedadennoù gant an ti-kêr, pennad-stur kazetenn ar gumun, kartennoù-bizit an dilennidi hag ar paper-lizher talbennet. Divyezhek e teuio da vezañ logo Santeg koulz ha kemennadenn responterez an ti-kêr. Mod-all e vo staliet panelloù divyezhek e diabarzh hag e diavaez an ti-kêr. Heñvel a vo graet evit panelloù mont-tre ha mont e-maez ar gumun.

Santeg eo an trede kumun e Kumuniezh kumunioù bro Leon o kemer perzh en argerzh-se.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus