Diwar ar skridoù niverus a denn da brosez santeladur Sant Erwan en deus fellet d'an Ao. Klerg adkavout, dindan o gwiskadoù latin, ar stummoù brezhonek a oa d'an anvioù tud

Diwar ar skridoù niverus a denn da brosez santeladur Sant Erwan en deus fellet d\'an Ao. Klerg adkavout, dindan o gwiskadoù latin, ar stummoù brezhonek a oa d\'an anvioù tud ha lec\'hioù meneget gant an testoù.

Drezo ivez, hag en tu-hont dezho, mont tostoc\'h un tamm ouzh buhez an dud en amzer-hont. An hini kentañ eo bet Klerg o pegiñ el labour-se, ha barregezh a oa gantañ evit hen ober : gouiziek war al latin hag ivez war ar c\'hembraeg, pezh na oa ket didalvoud a-wechoù evit kompren gerioù brezhonek \'zo.

Brudet eo evel skrivagner hag eus e vro en deus un anaoudegezh maget gant ar garantez. Ur prof kaer da eñvor Sant Erwan da geñver al lidoù evit e varv seizh kant vloaz \'zo.

16 € + 3 € a vizoù-kas 14,8 x 21 cm - 192 p - ISBN 978-2-86863-151-7

Mouladurioù Hor Yezh 14 Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet 22300 Lannuon / Lannion