Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Compte rendu -
Roz Glas, Douar didoul : ar stourm o tont en dro ?
Echu eo gant maengleuzioù uranium, se oa soñj ar stourmerien a-enep ar COGEMA e bloavezhioù 1980-90
Fanny Chauffin pour ABP le 7/09/16 23:20

" Echu eo gant maengleuzioù uranium ", se oa soñj ar stourmerien a-enep ar COGEMA e bloavezhioù 1980-90.

Kevredigezhioù bodet e Breizh hag e bro C'hall a glask ingal lavarout d'ar gouarnamant eo erru poent da resisaat ar muzulioù radon, uranium, radioaktivelezh lec'hioù bet kontaminet gant an dour, pe gant douar deuet da vout lastez nukleel.

Meur a dra zo bet graet gante, met hir eo an hent, ha hir ar respontoù. Areva a respont ur wech an amzer, a bromet skarzhañ al lastez... Ha ret eo atav distreiñ, adpellgomz, bodañ an dud, a zeiz da zeiz.

Setu neuze, kichen al lec'hioù kontaminet e sav bremañ raktresoù nevez, raktresoù maengleuz ha ne vefent ket evit tennañ uranium, hag a zo tost-tre ... eus ar re gozh a veze implijet gwechall.

Neuze, evit stourm a-enep ar sekred nukleel e bro C'hall, ar meskaj etre an nukleel sivil ha nukleel an arme, e vez galvet gant an div gevredigezh da vont da Flamanville d'ar Sadorn kentañ a viz Here 2016 ( voir l'article )

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 4 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons