Rostrenenn, ar gumun gentañ he doa bet al label live 1 evit ar garta Ya d'ar brezhoneg, zo o tegemer bremañ al label live 2.
Goude ma vefe bet bet gwiriet gant tud eus an Ofis e oa bet kaset da benn vat an 11 ober a oa bet dibabet gant ar gumun, eo deuet Rostrenenn da vezañ unan eus an 10 kêr gentañ a Vreizh o tapout al label live 2 evit ar garta Ya d'ar brezhoneg. Lidet e oa bet roidigezh al label d'ar Gwener 19 a viz Here e ti-kêr Rostrenenn, dirak Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, an Ao. Ange Hervioù, ar maer, dilennidi ar C'huzul-kêr hag izili ar c'hevredigezhioù lec'hel hag an hentadoù divyezhek. Deuet e oa an Ao. Thierry Troel en anv ar C'huzul-Rannvro, hag evel amezeg ivez dre m'eo labourer-douar e Groñvel, da embann sklaer pegen dedennet eo izili ar C'huzul-rannvro gant ar garta Ya d'ar brezhoneg.
Displeget eo bet gant Jean Robin, eilmaer e karg eus ar c'helaouiñ hag eus ar c'hehentiñ, hag a zo bet e penn ar raktres, penaos e oa bet kaset an oberoù da benn ha pe re a oa bet dibabet gant ar C'huzul-kêr : ar panelloù evit mont tre ha mont e-maez ar gumun zo divyezhek, kartennoù-pediñ an ti-kêr a vez bepred en div yezh, ar c'hemenn war responterez nevez an ti-kêr a zo divyezhe. Holl blakennoù straed ar gumun a zo divyezhek ivez, koulz ha pennad-stur kelaouenn an ti-kêr ha panellerezh an ti-kêr, en diabarzh pe en diavaez. Roet e vez da c'houzout d'an dud e c'hellont eurediñ e brezhoneg. Ur studiadenn zo bet kaset da benn gant Ofis ar Brezhoneg war anvioù-lec'h ar gumun. Skoazellet eo bet ar c'hlasoù divyezhek gant an ti-kêr ha pouezet eo bet evit ma vefe dalc'het d'an daou hentad a gaver er gumun. Kement panell nevez, a vo lakaet adalek bremañ war dachenn ar gumun, a vo en div yezh.
Kêr Rostrenenn hag a zo lorc'h enni o tegemer 30% eus bugale ar gumun er c'hlasoù divyezhek publik ha prevez a c'hell bremañ mont war-raok hardizh war-zu al label live 3, dre zibab oberoù fetis all, a-benn suraat plas ar brezhoneg war he zachenn.