Marteze ho peus klevet diwar an intrudu-mañ, savet gant laiked.
Un droiad a-hed heñchoù Breizh, ma c’hell nep piv bennak kemer perzh enni evit ur prantadig (ma vefe un overenn nemetken, un eurvezh, un devezh) pe muioc’h. Da heul ur c’harr sachet gant ur gazeg, goustadik. An dud war droad o vont gant an hent hervez lusk al loen. Karget eo ar c’harrig gant ur skeudenn wenn stummet diwar patrom hini « ND de France », graet evit un diskouezadeg vraz (« Exposition universelle », 1931) e bro-Pariz.
Kuitaet eo bet Naoned e miz Gouere, ha tizhet e vo Santez-Anna Wened e miz Gwengolo 2022. Bez’ ez eo tremenet e Rosporden d’ar Yaou 25vet a viz Eost. Ha me, e Bro-Gerne, da deurel ur sell ouzh « La Troménie de Marie » (anvioù pe istitloù e brezhoneg, n’eus ket anezho, nag el lec’hienn, nag ouzh ar giton, nag war levrig ar baleer…).
Abred, er mintin-mañ, e oa trankilik ha troet ouzh ar bedenn an aergelc’h e iliz Rosporden – unan e-touez ar re goshañ (XIXvet kantved) e Breizh -. An overenn a vez lidet hervez patrom Sened-Iliz Vatikan II (G), gant pevar beleg. Hini ebet eus ar barrez-mañ. Unan, a-orin a vro estren, deuet eus ur barrez all, er c’horn-vro-mañ. Al lodenn vrasañ eus an dud a zo liammet ouzh an intrudu, war e seblant. Annezidi, tudoù eus ar vro zo ivez, e-traoñ an iliz.
Ar pezh a ziskouez e c’hell un overenn e-kreiz ar sizhunvezh sachañ un toullad dud. Ne zeuont ket evit bezañ gwelet, nag evit toullañ kaoz nemetken, mes da gentañ penn evit pediñ. War ar poent-se n’eus netra da lâred marteze nemet ez eus un ezhomm, pell diouzh ar mediaoù vraz, e-barzh hon gevredigezh.
A-raok dibenn an overenn e cheñcho an traoù, evel ma vo gwelet bremaik, d’an nebeutañ evit un den a zo tomm e galon ouzh Breizh. Dav eo din bremañ komz n’eo ket deus ar speredelezh mes deus ar sevenadur.
Da gentañ penn, un dra pouezus-kenañ zo da c’houzout. Un darvoud eo bet evit ar gristenien, evit an holl Vretoned ivez en ur mod:
Gouestlet eo bet Breizh da Vari, d’an 26vet a viz Gouere 1954 , gant holl Eskibien Breizh (al ledenez a-bezh).
War ar poent-se, ken pouezus evit ar Vretoned hag evit Breizh, grik ebet ! Na dre gomz, na dre skrid (lec’hienn internet, levrig « Livret du marcheur »). Petra a dalv? Pa weler dre beseurt doare ken aketus eo bet savet al levrig-se, ne c’hell ket un ankounac’hadenn seurt-se bezañ c’hoarvezet dre zegouezh. Dre volontez an aozerien eo. Perak ? Digomprenus eo.
Ma ’z eus ur Feiz kristen (etre ar re a zo resevet gante an holl Senedoù-meur (G), a-hed an Istor), din-me ne c’heller ket lâred ez eus ur Sevenadur kristen. Mes kentoc’h kalzig-kalz a Sevenadurioù a bep seurt livet pep hini anezhe gant ar Feiz kristen, dre ar bed a-bezh.
Padal, e fin an overenn – Gouel Sant Loeiz eo – ha hep na vefe un disterig gêrig diwar-benn an arroud (1) istorel (ar c’hroaziadegoù, marteze ?), a daol-drumm e vez distaget gant an holl, a vouez uhel, ur bedenn ( ???)-anvet « Prière de saint Louis, roi de France » (Livret du marcheur, embannet e mezheven 2022, pajennad 59). Setu an destenn-mañ :
« Dieu Tout-Puissant et éternel, qui avez établi l’empire des Francs pour être dans le monde l’instrument de vos divines volontés, le glaive et le bouclier de votre sainte Eglise, nous vous en prions, prévenez toujours et partout de votre céleste lumière, les fils suppliants des Francs, afin qu’ils voient ce qu’il faut faire pour réaliser votre règne en ce monde, [hag all, hag all]…/…» A-walc’h eo, neketa.
Ouzhpenn-se, traoùigoù a c’hellfer menegiñ e-pad ar brezegenn a sach evezh ivez.
Ma n’eo ket lakaat ur sevenadur, ha ne fell ket din kemer perzh ennañ, war chouk an dud, evit pouezañ warne, evit mougañ anezhe, evit bezañ mistri warne, n’ouzon ket petra eo ! Anat deoc’h n’am eus ket distaget ar gerioù-se, tamm ebet - e-barzh un iliz, war ar marc’had ! - , fulor a oa deuet ennon kentoc’h, ijinit enta ! Evidon-me n’emañ ket-se ur bedenn, ur programm politikel ne lâran ket ! Ma felle da aozerien lâret tra pe dra speredek diwar Loeiz IX, e vije bet gwelloc'h a-galz diskoachañ un tamm titouroù diwar-benn ar Justis, da skouer, evit keñveriañ gant komzoù pe oberoù Sant Erwan.
Ha koulskoude, daoust da soñjoù heugus mod-se, Doue a gar ar Franked (pe mibion ar Franked), Doue a gar ar Vretoned (pe mibion ar Vretoned). Mes petra a lennomp digant Jezuz en Aviel : « Rentit eta da Gaezar ar pezh a zo da Gaezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue » Lukaz, 20,26 (hag ivez Mark 12,17 pe Mazhev 22,21). A-viskoazh eo bet komprenet ar frazenn-mañ ken vrudet-evel nompas meskañ ar Feiz (ar Galon) hag ar Politikerezh. Ar c’hontrol-rik eus ar pezh ’m eus klevet e Rosporden.
Sellomp ouzh an Istor.
War aodoù Europa, eo bet skignet an Aviel abred-abred, dre eskemmoù (bigi-kenwerzh…) e mare ar Romaned. E bro-Brovañs, da skouer. E ledenez Armorika ivez e poentigoù zo, kredapl braz. Setu perak, ez eo tizhet abred-kenañ an enezenn a anvomp « Britannia Major » (hirio Breizh-Veur). Diwezhatoc’h, Bretoned zo (VIvet kantved, e Bro-Gembre, Llanwitt Major https://fr.wikipedia.org/wiki/Llantwit_Major ) ha dre Gerne-Veur a dreuzkaso betek hon ledenez (a zo bet anvet Breizh diwar-neuze). O labour dezhe (Sant Paol Aorelian, enoret e Kastell-Paol, hag all) a zo bet « lakaat ar Gomz e-lec’h ma veze ar c’hleze », hervez istorourez Nora Chadwick https://fr.wikipedia.org/wiki/Nora_Kershaw_Chadwick . Rouantelezh Breizh (Nevenoe 845, Salaün) ha Dugelezh Breizh (goude trubuilhoù braz degaset gant an Normaned) a zeuio diwezhatoc’h c’hoazh!
Un istor all, dedennus evidomp ivez, a zo hini Sant Padrig, en Iwerzhon. Lavarout a ra Sant Padrig (« Saint’s Patrick’s Confessio https://www.confessio.ie/etexts/confessio_english# ». Embannet eo bet e brezhoneg Minihi Levenez, 1989) ez eo eñ ur pec’her, hag eñ, prizoniad, o teskiñ kevredigezh ha sevenadur an Iwerzhoniz a-raok achap ha distreiñ dieub, n’eo ket evel un alouber mes evel avieler. Pemzek kantved diwezhatoc’h emañ-eñ karet en Iwerzhon.
Distroomp da Rosporden.
Hag ar pedennoù e brezhoneg (« Hon Tad https://www.kan-iliz.com/hon-tad-pere-breton/ »,« Ni ho salud Mari https://www.kan-iliz.com/me-ho-salud-mari-salue-marie/»), pelec’h emaint e Levrig ar Baleer ? E pajennadoù kentañ ? Aes da gavout ? A-benn ar fin ’m eus kavet anezhe e korf al levrig (pajennad 39-40).
En overenn, daoust hag eo bet kinniget d’an dud o tistagañ evel m’o d’eus c’hoant (galleg/brezhoneg), kichen-ha-kichen. N’eo ket bet ! Padal, mod-se eo e c’hell an hini a fell dezhañ tañva ha tostaat ouzh ur yezh. Stagañ an daou benn eus chadenn an treuzkas hag a zo bet torret. Hag en em gwriziennañ a-nevez evit ur veaj e donded an ene. D’an neb a zo bet treuzkaset dezhañ ar pedennoù e brezhoneg, e chomo un teñzor e vuhez-pad dreist-holl e diaezamantoù skrijusañ.
Dav eo din anzav e vez kavet un toullad kanaouenn e brezhoneg. Da skouer, an Anjeluz https://www.kan-iliz.com/anjelus-amzer-ordinal-angelus-du-temps-ordinaire/ (amzer ordinal), pajennad 47. Hag a veze kanet, bep Sul, e dibenn an overennoù (Bro-Gerne) pa oan paotr bihan. Un digarez e vije bet amañ, e Rosporden d’e ginnig, d’e gelenn d’an dud. Sur on ez eus lod e-touez ar re gozh hag o deus dalc’het soñj deus ar bravig bedenn-mañ, e-kreizig o diskouarn, e donder o c’halon. Ken dous eo an ton, ken reizh eo ar pozioù (ar re-se a dalv kement hag un « Ni ho salud Mari », d’am meno).
Kement a dud o deus gouzañvet e-pad o buhez ha ne ouieont netra pe nebeut diwar ar Salmoù. Int a zo pedennoù Israel. Kanet e vezent. Anavezet e veze ar Salmoù dre eñvor, kredapl-braz, hag en hebraeg gant Jezuz e-unan.. Emaint evel melezour ene an den, e pep amzer. Brav pe drist. N’eus netra e Levrig ar Baleer. Perak ? Ur frazenn pe ziv pe vuioc’hik a yafe mat. Kentañ ger ar c’hentañ Salm : « Eurus » (Salm 1,1).
Un dra all c’hoazh, a-zivout ti-kêr Rosporden (sellit ouzh ar foto). Betek fin miz Gouere, evel e pep lec’h e Breizh, e veze ar« « Gwenn-ha-Du « » o stlakal ouzh ar voger. Diskaret ha cheñchet eo bet n’eus ket pell. Perak 'ta ? Hag ul liamm a vefe gant aozerien Troveni Mari ? Pik goulennata.
A-benn ar fin. Labour zo bet graet gant an aozerien. Mes labour a chom c’hoazh. Da gentañ, kaout doujañs ouzh an dud hag ar sevenadurioù bihan. Marteze ez eus un tamm livaj breton, un tamm folkloraj ? Mes ar mennozhioù don da geñver Breizh ? N’int ket ken sklaer, ’m eus aon.
An nozvezh diagent em boa sellet ouzh ar skinwel un abadenn (tudoù eus ar bobl, kazetennerien, pennoù-braz a bep seurt) diwar-benn ar brezel en Ukrenia. Stroñset (G), gwall-feuket e oant holl gant stad ar vugale a veze difennet ganto komz o yezh. Ar reuz-se, ar brezel-se hon eus bevet amañ e Breizh, n’eus ket re bell. Hag e fell deoc’h e vefen a-du gant sotonioù am eus klevet amañ, e Rosporden ? Dibosubl a-grenn eo. Er Feiz e choman, meur a gizidigezh zo e bedig ar gristenien, e bro Frañs. Gwelet ha komprenet em eus se e-pad beaj Yann-Baol II e 1996. Diwezhatoc’h ivez, ha betek e-korf an Dro-Vreizh marteze.
C’hwi, aozerien, a zoug unan nemetken eus ar c'hizidigezhoù-se (G). Tud all, kristenien all, a zo enne c’hwezh-vat a gizidigezhoù all.
Ar Werc’hez-Vari a oar mat, muioc’h egedon c’hoazh an dra-se. Ra vezo benniget-hi, pe e galleg, pe e brezhoneg. Rak fiziañs en deus lakaet em c’halon - un devezh resis, en ur vro nann-europeat - evit mont en hent war-zu...ar brezhoneg, ar yezh ha ne oa ket bet treuzkaset din em bugaleaj. Setu perak e lâran, e brezhoneg : « Me ho salud Mari, leun ar c’hras… ».
Ma tigarezit bezañ hir un tamm, lennerien. Mes dav e veze livañ resis an traoù evit kompren. Ha c’hwi, lennerien, petra eo ho soñj deoc’h ?
. Troveni, an Droveni, Troveni Sant Ronan, Troveni Vari :Troménie, la Troménie, la Troménie de Saint Ronan, la Troménie de Marie (kemmadur pe get amañ? )
. An arroud :le contexte
. Ur Sened-meur :un concile œcuménique (seizh anezho a zo bet a-hed an Istor, etre 325 ha 787)
. Ar Sened-Iliz Vatikan II :le Concile Vatican II (1962-1964), à Rome.
. Ur gizidigezh :une sensibilité
. Stroñset : choqué
. Ar sevenadurioù bihan : les petites cultures, ici au sens de cultures minoritaires
Simploc’h e brezhoneg eget e galleg. Mes traoùigoù zo da c’houzout.
Tri doare-skrivañ a vez kavet el levrig, hervez an testennoù:
. Gwenedeg (da skouer, evit Yann-Bêr Kalloc’h hag a zo saourusoc’h skrivet en e yezh a-orin)
. Falc’huneg (hirio, n'eo ket implijet ken nemet gant un toullad lec’hiennoù, hini Eskopti Kemper ha Leon) evit testennoù an Aviel https://www.diocese-quimper.fr/evangiles-en-breton/ embannet e-kerz ar bloavezhioù 1970, hag hini Minihi-Levenez http://www.minihi-levenez.com/ . Kavet e vez kalzig-kalz a zañvez (levrioù , levrioù relijiel, hag all)
. Peurunvan (implijet e pep-lec’h all, hag er skolioù). Gwellit lec'hienn embannadurioù Al Liamm https://alliamm.bzh/arbibl.php (troidigezhioù gant Maodez Glanndour, embannet e-kerz ar bloavezhioù 1970-1980, da bellgargañ. Digoust) . Hag ivez «Ar Bibl troet e brezhoneg https://www.argedour.bzh/une-nouvelle-bible-en-langue-bretonne/» (Penkermin , 2018 https://www.argedour.bzh/produit/bibl-e-brezhoneg-editions-penkermin/ ) ha traoù all embannet nevez zo...
Pa soñjan mat... Ha cheñchamanchoùigoù a vo en dazont? N'eo ket dibosupl, mes traoùigoù munut-kenañ (ma n'eo ket unan hepken?) e peurunvan da lakaat aesoc'h ur pointig a zistagadur evit ar vugale. Gwelit kinnigoù Jean-Claude Le Ruyet, den a vicher bet studiet gantañ kelenn ar brezhoneg er skolioù.
Hirio, an holl troidigezhioù e brezhoneg a zo mat ha talvoudus gant ma vez anavezet ar yezh gant al lenner. Soñjit e troidighezhioù ken niverus e galleg.
Pa vez anv eus lenn nemetken, ne vern an doare-skrivañ (Falc’huneg pe peurunvan) a soñj-din. Ar pep pouezusañ : ra vezo adlennet an holl destennoù e brezhoneg gant evezh bras bewech ma vez posubl, a-raok moullañ (e follennig-mañ-follennig) pe embann.
Diforc’hioù munut a zo.
Evit lenn ar Falc'huneg (mat da c'houzout) :
. h/c’h e Falc’huneg ( h a zo skañv ha tost d’an r, c’h a zo kreñvoc’h). A-wechoù ar Vrezhonegerien-nevez ne ouieont ket ez eo ret distagañ an h ha pa vefe skañv a-walc'h. An divskouarn ne blij ket dezhe pa 'z eo ankounac'het an h. Goulenn digant unan bennak hag a oar ar yezh. Geriadurioù a ro soniadoù dre lizherennoù etrevroadel (Alphabet Phonétique International), hini Favereau, da skouer.
. Diouzh e du, ar peurunvan ne ra nemet gant ul lizherenn, da lâret eo al lizherenn c’h evit daou soniad. An eil o vezañ skañv, egile o vezañ kreñv. An aliesañ ez eo ar soniad skañv hag a vez distaget. Ar brezhoneger, dezhañ da c'houzout. Lakaat war ar paper sonerezh ha lusk ur yezh ken brav hag ar brezhoneg, n'eo ket anat, na parfed. Hag e galleg a soñjit-c'hwi? Gwazhoc'h c'hoazh! Mes an dud, pa ouieont ar galleg war ar bemdez ne welont netra.
. An doare-skrivañ Falc’huneg a zo (a veze) implijet e Kerne/Leon/ [notenn: n'eo ket bet e bro-Dreger, gwelout kemenadenn da heul ar pennad, 2022 09 01. Koulskoude levrioù zo digant Jules Gros hag a zo bet embannet gant Emgleo Breiz, ha gant an doare-skrivañ-mañ]
Evit lenn ar Peurunvan (mat da c'houzout):
. zh e peurunvan (distagañ z e mod KLT, pe distagañ h e mod Gwenedeg. Un divwerzenn (distique e galleg) a vez graet deus an dra-se gant ar yezhourien.
M'emaoc'h e Kerne/Leon/Treger: an divwerzenn zh a vez lennet z (ha neuze distaget z sklaer ha splann). Da skouer, Breizh a zo lennet ha distaget rik evel Breiz.
M'emaoc'h e Bro-Wened: an divwerzenn zh a vez lennet h (ha neuze distaget h e doare ar Wenedourien). Da skouer, Breizh a zo lennet ha distaget evel Breih. Ma kavit ez eo iskis un tamm distagadur Bro-Wened, kit da c'houlenn digant César (Julius) piv oa an dud Bro-Wened!
Ma ne ouioc'h ket petra d'ober pe m'emaoc'h er-maez ar vro, grit kentoc'h e doare KLT. Aesoc'h e vo deoc'h a soñj din, nemet ha desket war ar Gwenedeg e vefec'h. Ar Wenedourien a c'hello nompas bezañ a-du gant-se. Un ali eo nemetken, diwar ma skiant-prenet.
. An doare-skrivañ peurunvan a zo implijet e pep-lec'h Kerne/Leon/Treger koulz ha bro-Wened. Savet eo bet a-ratozh evit rentañ kont eus forzh peseurt soniad (sañset) e brezhoneg, en o souez un toullad soniadoù ha ne vez selaouet oute nemet e bro-Wened. Sklaeroc'h e teu da vezañ kerkent ha ma vez selaouet ouzh tudoù o kaozeal brezhoneg (dre ar radioioù https://www.radiobreizh.bzh/programme/1 a-vremañ, pe c'hoazh RCF29 Pedenn an deiz https://www.rcf.fr/vie-spirituelle/pedenn-an-deiz , da skouer)
Penaos gouzout peseurt doare-skrivañ zo gant an destenn a welan?
. Gwelout a rit ur zh bennak: an destenn a zo skrivet e peurunvan. N'eus ket da dortal war ar poent-se.
. Ne welit zh ebet . Kredapl braz emañ an destenn skrivet e doare Falc'huneg , nemet e vefe un destenn gozh a-walc'h, skrivet e penn-kentañ an XXvet kantved pe etre an daou vrezel da skouer. Pa vo boazet a-walc'h ho tiskouarn hag ho taoulagad gant ar brezhoneg ne vo ket diaes deoc'h lenn testennoù kozhik (XIXvet kantved pe abretoc'h?). Memes tra eo evit ar galleg, hañ?
Hag evit skrivañ?
Din-me, n'eus nemet ur respont, evit ar vrezhonegerien mod-nevez. Grit evel m'oc'h bet desket: dre an doare-skrivañ peurunvan.
« La Troménie de Marie » est une initiative portée par des laics, en 2022. Il s’agit d’un itinéraire pélerinant et priant reliant Nantes / Naoned à Sainte-Anne d’Auray / Santez Anna-Wened, par étapes, à travers chemins et routes secondaires de Bretagne. La démarche est inspirée de celle dite du « M de Marie » réalisée en 2021 entre divers sanctuaires mariaux en France, ce qui explique que la statue sur une carriole hippomobile soit placée sous le vocable de Notre-Dame de France.
A noter que la consécration de la Bretagne à Marie, en 1954, est totalement passée sous silence. On peut se demander pourquoi?
La dévotion n’excluant pas l’intelligence de la Foi, on comprend mal, ou pas du tout même, ce que viennent faire des allusions ou invocations douteuses, voire inadmissibles, concernant les Francs. La foi chrétienne, dans son essence, respecte et encourage la liberté, que celle-ci soit individuelle ou collective.
Cette opération porte apparemment les couleurs bretonnes. Mais s’agit-il d’un vernis plus ou moins folklorique, ou de la mainmise d’une certaine sensibilité catholique centralisatrice attachée à la culture dominante, aussi intéressée par la propagation de l’influence de Clovis que de celle de Jésus dans nos campagnes ? Autrement dit, des réseaux d’influence profitent-ils de la circonstance pour débretonniser la Bretagne, plutôt que de la redynamiser en cherchant à raviver sa foi et sa langue ?.
La question ne peut être laissée sous silence.
Les documents bretons qui illustrent cet article sont une sélection (il y en a d’autres) pour montrer que la Bretagne dispose de ressources existantes sérieuses, anciennes ou modernes, dans sa langue. Sans refuser ce qui existe en français.
A noter que à Rosporden - et sans doute assez largement ailleurs - le clergé local n’a pas participé à cette opération, audacieuse à certains égards, discutable d'un point de vue politico-culturel (l'Histoire ne saurait être ignorée, ni instrumentalisée).
Reste à prier pour la Bretagne, en français ou en breton. Le Dieu unique quand il a endossé l’humanité, s’est immergé dans la culture juive, et pas dans le latin conquérant. Les organisateurs y ont-ils suffisamment réfléchi ? Marie saura-t-elle et concourra-t-elle à réconcilier par delà les clivages ? Ra vo benniget Jezuz. Ra vo benniget Mamm Jezuz, e bro Santez Anna…
2 | 0 | Tweet |
|