Put your name here

Roland Becker, penn-soner Imrama, ur grouidigezh nevez
Krouidigezh nevez : brav-eston !
Rapport de Fanny Chauffin
Publié le 11/08/11 21:47 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

Krouidigezh nevez : brav-eston ! Piv ne oar ket piv eo Roland Becker ? Soner ampart, eus ar re wellañ e Breizh. Brudet da gentañ gant bagad Lokoal Mendon, aet ar maout gantañ meur a wech. Da c'houde en doa adc'hraet an triad hengounel, treuzwisket evel war skeudennoù Perrin. War-lerc'h e oa liammet e labour ouzh ar c'hoariva war ar straedoù gant ar "gavottophone".

Klask a ra liammañ e sonerezh ouzh ar pezh a zo bet dastumet e bloavezhioù paseet : tonioù Bro Gwened dreist-holl, hag ivez trouzioù ar c'hezeg, an tan, ar vuhez pemdez, ar pardonioù... Gant pemp soner ampart : ur soner rebed, daou dambouliner, ur soner binioù bras (ha bihan, ha veuze ha fleüt ivez) hag un delennourez, eo deuet a-benn da grouiñ un aergelc'h dispar, gant ul liv a zo e hini dezhañ.

Ur gwir benn-soner eo, o kemer ar vombard evel bazh vestr ul laz-seniñ klasel, sirius eo pep arzour o seniñ, o heuliañ bazh-yud ar mestr. Sellout a reont muioc'h ouzh an tamm paper a zo dirazo eget ouzh an arvesterien. Met ne vern, brav-eston eo ar sonerezh, resis ha liesliv. Startijenn divent gantañ. Ur brav a sonerezh, gant ur c'horn boud ha teir pe peder notenn ...

Hag evit echuiñ, just a-walc'h, en doa Roland Becker lakaet pep a arvester da vouskanañ ar c'horn bout, ha Roland Becker, dirak an holl dud, o c'hoari bombard ganto ! Ur binioù kozh ramzel !

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 4 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.