Irène Frain ha Yann an Aod
Irène Frain ha Yann an Aod

Priz lennegel brezhonek kêr Gwened 2011 Gerig Prezidant ar juri Demat d'an holl, Evel kelenner war ar brezhoneg e Kelc'h Sevenadurel Gwened ha Prezidant kevrenn "lennegezh dre skrid" Skol-Uhel ar Vro on laouen

Priz lennegel brezhonek kêr Gwened 2011

Gerig Prezidant ar juri

Demat d'an holl,

Evel kelenner war ar brezhoneg e Kelc'h Sevenadurel Gwened ha Prezidant kevrenn "lennegezh dre skrid" Skol-Uhel ar Vro on laouen bras o welout e ya war gresk ar plas a vez roet d'ar brezhoneg war bep tachenn.
Evit ar wezh kentañ, amañ e kêr Gwened, e vo deroet ur priz lennegel d'un oberenn savet e brezhoneg. Un degouezh bras eo da enoriñ ar yezh 'zo tomm hor c'halon outi hag an holl re a ra ganti bemdez Doue. Tremen daou vil bloaz ez eus anezhi war beg an dud hag hi bev c'hoazh hiziv an deiz en desped d'an trubuilhoù ha d'ar skoilhoù lakaet war he hent.
Na pegen talvoudus eo ar priz lennegel, evit ar skrivagnerien, an embannerien hag al lennerien kar o bro, o lakaat splann ez eus ur wir lennegezh e brezhoneg. Skridoù a vez savet ingal diwar kement dodenn a ra buhez ar mab-den hag e brederiadennoù. A-drugarez d'an aotrounez François Goulard prezidant kuzul-departamant Mor-Bihan, David Robo maer kêr Gwened ha Gabriel Sauvet eilmaer e karg ar sevenadur eo deut da wir ar raktres am boa roet lañs dezhañ tremen bloaz zo bremañ ha bet fiziet ennon ganto, krouiñ ur priz lennegel brezhonek.
Ra vint trugarekaet evit se !

Yann an Aod