An it. Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ha prezidantez an Ofis Publik hag an ao. Fulup Jakez, rener OPAB, o deus kinniget skeudenn nevez ar c'houlzad. Skignet e vo ledan

An it. Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ha prezidantez an Ofis Publik hag an ao. Fulup Jakez, rener OPAB, o deus kinniget skeudenn nevez ar c'houlzad. Skignet e vo ledan ar 7500 skritell moullet evit ar c'houlzad rak estreget gant Kuzul-departamant al Liger-Atlantel e vo kemeret perzh er skignañ gant ouzhpenn 300 kumun ha kumuniezh-kumunioù pe tolpad-kêrioù.

Lakaet eo bet war wel al lañs a zo gant ar c'helenn d'an dud deuet dre vras hag ar stummadurioù hir end-eeun, gant ouzhpenn 260 den o deus heuliet stajoù 6 ha 3 miz warlene ha 2 lec'h stummadur hir a zigoro er bloaz-mañ : Montroulez ha Sant-Brieg.

An DBY a ra berzh ivez, ouzhpenn 1000 den zo bet o tremen an diplom-Stad-mañ.

Anne Broussot hag Emilie Le Bail o deus kinniget malizenn bedagogel DAO (DaoDaf') a bourchaso dafar evit ar gelennerien d'an dud deuet.

Kavout ul lec'h da zeskiñ brezhoneg ? Pellgomzit d'an niverenn-mañ : 0820 20 23 20 pe kit da glask e lec'hienn an OPAB.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus