Gant Kewenn eo bet tapet al label live 1 hiviziken. Divizet he deus raktal ar gumun kas da benn 5 ober ouzhpenn a-benn tapout al label live 2. Dirak an Ao. Philippe Rondeau, eilmaer, hag izili eus ar C'huzul-kêr

Gant Kewenn eo bet tapet al label live 1 hiviziken. Divizet he deus raktal ar gumun kas da benn 5 ober ouzhpenn a-benn tapout al label live 2.

Dirak an Ao. Philippe Rondeau, eilmaer, hag izili eus ar C'huzul-kêr, eo bet roet al label Ya d'ar brezhoneg live 1 d'an Ao. Marc Cozilis, maer ar gumun, gant an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, d'an 10 a viz Kerzu 2008. Sinet eo bet ar garta war un dro, a-benn kenderc'hel da vont war-raok ha klask tapout al label live 2 gant 5 ober nevez da gas da benn.

Sed amañ ar 5 ober kentañ bet kaset da benn c'hoazh : divyezhek eo ar panelloù da vont e-barzh hag e-maez ar gumun ; ur panellerezh divyezhek a gaver war douar ar gumun ; krouet ez eus bet un hentad divyezhek gant skoazell servijoù an ti-kêr (distro-skol 2006) ; kement panell nevesaet pe staliet a-nevez zo divyezhek dre ret ; abadennoù brezhonek a vez aozet bep bloaz gant kreizenn sevenadurel ar gumun.

5 ober zo bremañ war ar stern hag a vo da gas da benn vat dindan 2 vloaz. Divyezhek e ranko bezañ : kartennoù-pediñ an ti-kêr evit an abadennoù sevenadurel kinniget gantañ ; responterez an ti-kêr ; panellerezh diabarzh ha diavaez savadurioù an ti-kêr. Kemer a raio perzh an ti-kêr er vrudadeg evit kelenn brezhoneg d'an dud deuet. Ha kelaouet e vo an dud nevez e c'hellont eureudiñ e brezhoneg. Kewenn eo ar 7vet kumun e bro an Oriant o vont gant an argerzh kalite Ya d'ar brezhoneg.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus