

Diskouezadeg adalek an 10 a viz Du betek ar 4 a viz Kerzu. Ganet eo Anne Cadorel e Naoned, hag abred-tre he deus lakaet war-wel sevenadur Breizh dre ar c'han pe an tresañ. Ken kreñv ma vez he c'harantez evit Breizh emañ atav o livañ reier kevrinus a gaver e gweledvaoù ar bed keltiek.
Diskouezadeg adalek an 10 a viz Du betek ar 4 a viz Kerzu.
Nan' gant Anne Cadorel Ganet eo Anne Cadorel e Naoned, hag abred-tre he deus lakaet war-wel sevenadur Breizh dre ar c'han pe an tresañ. Abaoe ouzhpenn ugent vloaz emañ o teskiñ livañ hec'h unan-penn, hag e Naoned eo, e miz Gwengolo 2008, he doa kemeret perzh, evit ar wech kentañ, en un diskouezadeg anvet « Kevrinoù Breizh ». Ken kreñv ma vez he c'harantez evit Breizh emañ atav o livañ reier kevrinus a gaver e gweledvaoù ar bed keltiek. En ur c'hoari gant an dargemmoù, gant ar gouloù-dic'houloù, pe c'hoazh gant an danvezoù meinel hag ar struzh e teu a-benn da ziskouez from ha barzhoniezh ar spered kelt, ha da leuskel ijin an arvester da vont en-dro..
Evit klokaat diskouezadeg Anne, kinnig a raio Kreizhenn Dafar Sevenadurel Keltiek (KDSK) un dibab levrioù diwar-benn ar Menezioù Are, ar c'horriganed, ar marvailh… Evit lec'hienn KDSK, bizskrivit : www.kdsk-bzh.org:8080/ gant http:// en-araok. Hag
ivez.Aussi sur ABP…Roc\'helloù : Nan\' expose au Centre Culturel breton Yezhoù ha Sevenadur de Saint-Herblain
Présentation de Nan' par Anne Cadorel. Née à Nantes, elle a exprimé très tôt la culture bretonne par le chant et le dessin. Peintre autodidacte depuis plus de vingt ans, ses pinceaux la ramènent toujours vers les roches énigmatiques des paysages celtiques
KDSK / Yezhoù ha Sevenadur 13 straed ar Breolimer (Rémouleur) CP 2606 44805 Sant-Ervlan/Saint-Herblain Cedex Pellgomz : 02 51 80 72 41
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !