Publier Publier avec l'IA S'accréditer S'abonner à une newsletter Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
Le carousel
Cliquer sur la photo pour l'agrandir, puis flèches clavier pour naviguer (13 photos)
- Chronique -
Roazhon : « Pep Euro a gonto ! Ar brezhoneg a vevo ! »
E-kreizig ar vanifestadeg Diwan a zisadorn. Fotoioù.
Par J-L Le Floc\'h pour ABP le 21/05/25 18:07

«Pep Euro a gonto ! Ar brezhoneg a vevo ! » Choazet ha choazet mat eo bet al lugan pennañ evit ar vanifestadeg savet da zifenn Diwan (skolioù, skolajoù, liseoù) e Roazhon d’an 17vet a viz Mae 2025.

 

Brav eo an amzer en abardaez-mañ. An oabl a zo glas-glas. Hirio en deus S. Erwan, ma vez e ouel dezhañ an 19vet a viz Mae, «gwisket e vragoù glas ! » evel ma lâr an dro-lavar hengounel ken plijus ha brudet.

 

Trankilik a-walc’h eo ar c’hreiz-kêr. Hag ul lodenn vras eus ar Roazhoniz a vefe aet er-maez ma n’eo ket betek ar mor ?

 

Barradoù-avel ouzh Diwan, ouzh ar yezh hag ar sevenadur e Breizh !

 

Hag ar vanifestadeg-se ken pouezus da geñver diaezamantoù sevenadur Breizh - skolioù divyezhek pe dre soubidigezh, evel Diwan), mes ivez Sonerion (bagadoù), stal-levrioù (Coop-Breizh), kreizennoù all (Amzer Nevez e Plañvour), ha betek ar FIL (Gouel Etrekeltiek an Oriant) e 2025. Hep ankounac’haat damzistruj an anvioù-lec’h er-maezioù ( « lec’hanvadurezh vunut» , pe « micro-toponymie » e galleg). Barradoù-avel e-leizh ouzh ar yezh hag ar sevenadur e Breizh ! E pep lec’h e vez diaes arc'hantaouiñ pep tra ! Ma vije bet larkoc’h ha hiroc’h sarpant ar vanifesterien (2.000 den  nemetken, hervez kont) dre straedoù Roazhon, ne vije ket bet displijus, hañ !

 

Pa glever pegement e koust ur bilhed-treñ eus Penn-ar-Bed (mont-ha-dont evit Roazhon), n’eo ket souezhus ijinañ (ouzhpenn abegoù all) perak e vank kement a dud hag a vefe o flas amañ. Gwelloc’h e veze mont di dre ur c’harr-boutin, gant ma veze posubl.

 

Berrig-berr: pell emaomp diouzh ar manifestadegoù bras da geñver unvaniezh Breizh, savet e Naoned ugent vloaz zo.

 

Penaos diskoachañ ha daremprediñ brezhonegerien amañ !

 

Plasenn ar Maezioù frank (« Champs-libres ») e kreiz-kêr Roazhon. Ur gamionetenn ma achap sonerezh kreñv diouti. N’it ket da ijinañ e vez pep hini amañ o c’houzout brezhoneg. Penaos ober evit diskoachañ ar vrezhonegerien ?

 

Kentañ tra. Teurel evezh  ouzh ar gwiskamant ! T-shirtoù, bravigoù ha kement zo (tout ar bitrakoù a vez kavet e-leizh e staligoù touristed) n’int ket evit Yann Brezhoneger. Sellit kentoc’h ouzh an dud gwisket e mod boutin.

 

Ma ’z eus daou o kaozeal kenetreze, bezit aketus ha tostait goustadik. Hopala, brezhoneg a teu gante. Hep mar ebet ! Selaouit, marteze en ur hejañ ho penn pa vez dav deoc’h diskouez ho peus komprenet. P’ho peus c’hoant da vont e-barzh ar jeu kit gant ur gerig bennak pe gwelloc’h c’hoazh gant ur frazenn bennak. Kerkent e weloc’h un tamm mousc’hoarzh war o dremm pe e vo respontet deoc’h diouzhtu.

 

N’it ket da grediñ kennebeut e vo kendalc’het mod-se hep fin ebet. Goude ur prantadig o vrezhonekaat e kuitaio ar paotr (pe ar plac’h) ar gaozeadenn-mañ. N’eo ket ar c’hoant da flapiñ a vankfe, a-daol trumm. Mes un digarez a c’hinnig an devezh-mañ da zaremprediñ gant kalzig a dud, anavezet dija pe get. Ne blij ket re d’ar vrezhonegerien ar c’helc’hioù serret. Avel digor, ne lâran ket.

 

Tro-dro d’ar vanifestadeg.

 

Mankout a rae ur bagad, e penn ar vanifestadeg. Perak ? A-boan ’m eus klevet un talabarder.

 

Un dra all, ivez. Bez e oa ur gronnadig politikel pe un ONG mod gall o ruzañ o boutoù e dibenn ar vanifestadeg pa n’o deus netra da welet gant ar brezhoneg. Prest int da vont gant forzh peseurt manifestadeg, kredapl bras. Daoust hag emañ tud Diwan aketus a-walc’h ouzh ar meskaj seurt-se, hag a c’hellfe dont da vezañ ur skoilh evito, deiz pe zeiz ? Din-me, pal pennañ an intrudu-mañ a zo : difenn ar brezhoneg er skol hag e pep lec’h. Netra all.

 

Poent eo distreiñ war-zu ar vro. A-benn nebeut e vo gwelet panelloù divyezhek... Lod a lâr e rankfe bezañ gallaoueg/galleg ha n’eo ket brezhoneg/galleg ar panelloù e tachennadoù reter-pellañ ar Morbihan. Marteze a-walc’h... Penaos ha gant piv e vezo lâret d’ar weladennerien oc’h antreal el ledenez : setu gallaoueg, ha pelloc’hik setu brezhoneg... ?

Voir aussi sur le même sujet : Diwan, Rennes
1  0  
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
[ Gwelout pennadoù all gant J-L Le Floc\'h]
Vos 0 commentaires
Commenter :

Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 4) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons