312 vues

Klemmichadennoù : o ma doue, n'eo ket memes brezhoneg... Da betra servij komz ur yezh ne vez ket komprenet gant ar re gozh ?

Klemmichadennoù : o ma doue, n'eo ket memes brezhoneg... Da betra servij komz ur yezh ne vez ket komprenet gant ar re gozh ?

Trawalc'h gant seurt paozioù. Evit ar re a vez bemdez war an dachenn, e vez gwelet muioc'h mui a dud dedennet gant troioù lavar ha rimadelloù ar vro. Muioc'h-mui a dud a gred kaozeal, komz, preg... D'ar re gozh ha d'ar re yaouank da wriañ war ar memes chupenn evit mont war raok asambles, gant plijadur, ha ket atav gant ar memes chansonioù trist, digalonekaus evit ar remziadoù yaouank plijet gant yezh ar vro, gant bugale ken ampart, evel Suzy ha Soig...

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....