
Goulenn groñs a ra Katalaniz votiñ evit an dizalc’hiezh. Sevenet eo bet ur reportaj gant Brezhoweb evit komprenn 'blam da betra 'maint degouezhet aze.
Goulenn groñs a ra Katalaniz votiñ evit an dizalc’hiezh. Prest eo al lodenn vrasañ anezhe da guitaat Spagn, war a seblant. Met nac'hañ a ra Madrid aozañ ar referandom a c'houlennont kaout. Ha tenn an traoù, war an dachenn, etre Katalaniz ha Spagnoliz.
’Blam da betra 'maint degouezhet aze ? Bet eo Brezhoweb o klask respontoù gant tud ar vro, a zo kinniget deoc'h er reportaj-mañ sevenet e 2015.
An teulfim a zo bet filmet e brezhoneg hag e katalaneg
- doare istitlet e brezhoneg https://www.brezhoweb.bzh/Fins-vict-ria-istitlet-bzh_fiche_1647.html
- doare istitlet e galleg https://www.brezhoweb.bzh/Fins-vict-ria-subt-catala_fiche_1665.html
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !