Enseller war ar brezhoneg en eil derez eo Remy Guillou.
Sklaer evitañ : kaset e oa bet ur pezh mell labour gant an Euskariz. Ar pep pouezusañ eo kalite ar yezh, lakaat war-wel ha sikour un nebeud lec'hioù e lec'h n'eus ket a ziglosiezh ("diglossie", ur meskaj brezhoneg, galleg), met tud a gomz gant ul live uhel. Memes tra evit ar gelennerien : kaout tud gant ul live mat a zo pouezus-kenañ.
Diaes eo kavout kelennerien hiziv an deiz e brezhoneg. 20 post a zo bet kinniget ha n'eus bet kavet den ebet evit o fourveziñ. Penaos ober ? ...
Ha penaos displegañ an niver a skolajidi a chom a-sav gant ar brezhoneg ? Ger ebet diwar-benn ar soubidigezh, koulskoude e oa bet lavaret gant ar c'hlasker euskarat deuet da Garaez e veze dilaosket tamm-ha-tamm an hentenn divyezhek gant ar familhoù evit an hentenn dre soubidigezh, an hini oa bet kemeret evel skouer evit as skolioù Diwan kentañ...
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !