Reiñ enor a ra Kevre Breizh da Simone de Bollardière, difennourez ar gwirioù denel, skoazellerez skolioù Diwan.

Saludiñ a ra Kevre Breizh Simone de Bollardière, stourmerez vras evit ar peoc’h, difennourez ar gwirioù denel hag a-enep pep stumm a drevadennerezh. Gant he gwaz ar jeneral de Bollardière he doa harpet krouidigezh ar skolioù Diwan ha savet ur c’huzul skoazell o vodañ personelezhioù niverus gant ul lizher heverk e 1984 : « Daoust ha dizesperiñ a ranker e dazont an denelezh er bloavezhioù leun a c’hourdrouz en 20vet kantved oc’h echuiñ » a skrive asambles gant he gwaz. « En degouezh-se eo », a gendalc’he ar galv, « e sellomp abaoe un nebeut bloavezhioù ouzh skolioù euskareg Seaska, Scola Corsa ha Diwan e Breizh. Hejañ hon abafted e-keñver un emdroadur na vestroniomp ket, adkavout a-dreuz yezhoù pobloù na fell ket dezho mervel ur furnez he deus gwarezet padelezh ha bleuniadur ar vuhez a zo marteze unan eus ar stourmoù a zo stag outañ dazont an Denelezh ».

Documents liés

Kevre Breizh

Coordination culturelle associative de Bretagne. Association coordinatrice de la manifestation Deomp de'i! en faveur des langues régionales qui aura lieu le 31 mars 2012 à Quimper. En savoir plus