Put your name here

Programmoù e brezhoneg war Brezhoweb.
Programmoù e brezhoneg war Brezhoweb.
Annonce
Rediet oc'h chom er gêr gant ar vugale ?
Chomit sioul, Brezhoweb a ginnig deoc'h kantadoù a eurvezhioù e brezhoneg evit ar re vihan hag ar re vras
Annonce de BREZHOWEB

Publié le 18/03/20 14:59 -- mis à jour le 18/03/20 14:59

Rediet oc'h chom er gêr gant ar vugale er sizhunvezhioù da zont ? Chomit sioul, Brezhoweb a ginnig deoc'h kantadoù a eurvezhioù e brezhoneg evit ar re vihan hag ar re vras. Tresadennoù-bev e brezhoneg evel-just, met ivez C'hoarioù, mojennoù, heuliadennoù, magzinoù, programmoù pedagogel... Digoust eo, posubl eo sellout ouzh ar programmoù war lec'hienn Brezhoweb, hag e vezent istitlet e brezhoneg pe/hag e galleg hervez ar programmoù.

Tresadennoù-bev (adalek 3 bloaz)

C'hoarioù tele (adalek 5 bloaz)

Mojennoù, kontadennoù ha marvailhoù arall (adalek 3 bloaz)

Programmoù pedagogel (adalek 5 bloaz)

  • Brezhoneg Bemdez , un tañva d'ar brezhoneg (e galleg)
  • Troioù Lavar , Troioù-lavar brezhonek evit ober anaoudegezh gant spered ar brezhoneg ha pinvidikaat hor yezh
  • Ar Brezhoneg a gan , Ar c'hanaouennoù brezhonek, sed amañ un teñzor a-fed sevenadur (istitlet e galleg hag e brezhoneg)
  • Gwir Vretoned , Graet o stal d’ar c’hozh kaozioù war Breizh (istitlet e galleg)

Magazinoù (adalek 7 vloaz)

Heuliadennoù tele (adalek 8 vloaz)

  • Ene(z) , un heuliadenn nevez o tont deus Bro-Skos (istitlet e galleg)
  • Ken tuch' , ar sitcom farsusañ bet skrivet ha filmet e brezhoneg (istitlet e galleg)
  • Saga Brittia , ur serienn farsus evit dizoleiñ istor Breizh gant ar re o deus bevet an istor (istitlet e galleg)

Voir aussi :
mailbox
imprimer
logo
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Gwelout pennadoù all BREZHOWEB
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 6 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.