
Da 4 eur goude merenn e loc'ho ar redadeg evit 1.500 km
D'an holl Vretoned, d'an holl vrezhonegerien bro Leon : poent eo lakaat ho ticheurtoù ruz evit ar rederien, glas evit ar re all. Ar re vras hag ar re vunud, tout an dud war an hent !Kroget pevar bloaz zo, diwar skouer an Euskariz, penaos e vo an trede "Breizh tour", gant 1.500 km (600 ar wech kentañ) ? Program an devezh 4e : Porzh koñverz Brest, tri zro evit lakaat an holl da gemer perzh (ur c'hilometr, tri, aes war bord ar mor, hag un all, tri km ivez, met diaesoc'h). War lerc'h e vo kemeret hent an tramway nevez a vo lidet an devezh-se just-walc'h. War lerc'h e yelo war zu Gouesnou. Ur bern traoù a vo goude merenn : Gimol Dru Band, arzourien, sonerien, fest-deiz, fest-noz; kevredigezhioù ha skolioù divyezhek, c'hoariva, ar brezhoneg ha sevenadur ar vro a vo lakaet war wel.
Evit gouzout hiroc'h : Ar Redadeg a di da di, BP 15 - 35310 Morzhell Pgz : 06 08 64 99 72 darempred@ar-redadeg.org ha http://www.ar-redadeg.org/
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !