Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Raymond Queneau e brezhoneg !
Piv e touez ar skrivagnerien a-vremañ a c'hell lakaat an dud da c'hoarzhin o skrivañ e brezhoneg ? Yann Gerven an hini eo.
Fanny Chauffin Par Taol Kurun le 3/05/14 18:56
:
Réalisation :

Piv e touez ar skrivagnerien a-vremañ a c'hell lakaat an dud da c'hoarzhin o skrivañ e brezhoneg ? Yann Gerven an hini eo.

Daou zen warnugent e-barzh ti Magdi, ti-annez ar Pouldu boaz da zegemer skrivagnerien, sonerien, tresourien, aktourien ha kanerien.

'Tal kichen ar mor, dirak al Laita, setu ur strollad tud iskis, a bep seurt oad ( etre 20 ha 91 bloaz), heñvel memestra evit ar pezh a sell ouzh ar c'hoant da vont war raok e brezhoneg ha da gaout plijadur da skrivañ ha da grouiñ e yezh ar vro.

Aze oa bet kinniget gant Yann Gerven ur boelladenn : adskrivet e oa bet gantañ ur pennad tost a-walc'h ouzh "Exercices de style" skrivet gant Raymond Queneau. Ha pep hini da glask lakaat ar pennad gant pikoù estlamm forzh pegement, gerioù gros, gerioù saozneg ... Ha pliijadur bras zo bet gant ar stajidi !

An destenn diazez :

"Er mintin-mañ em boa gwelet ar paotr-se gant ur bermuda, ur roched wenn hag ur gravatenn. Ur saoz, moarvat. Dirak an ti-post e oa, o tennañ arc'hant. Dek munut goude e oa o c'houlenn had pato digant ar marc'hadour hajoù ; n'eo ket mare an had pato ken, ha chikan a oa etreze.

E fin ar marc'had, bepred, e oa ar memes paotr o tiskouez ur sac'had un dra bennaket da gwreg Per Duedal. Tostaet e oan, ha pesort kaoz e oa etreze ? Brezhoneg !"

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons