Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha Kuzul skoazell skol Diwan ar vro Vigoudenn ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 32 vloaz. Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan e Plogastell-Sant-Jermen e Gwengolo 2010.
Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha Kuzul skoazell skol Diwan ar vro Vigoudenn ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 32 vloaz : D'ar Yaou 6 a viz Mae 2010, adalek 8 eur 30 noz, Sal ar retredidi , Plasenn an 19 a viz Meurzh, Straed « de Briscoul » E Plogastell-Sant-Jermen (29710) Digoust ha digor d'an holl Petra eo ar skolioù Diwan ? Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan. Poent war ar raktres skol e Plogastell-St-Jermen. Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod ! Tud e-karg eus Diwan (skolaerien en o zouez) a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù. Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan e Plogastell-Sant-Jermen e Gwengolo 2010. Titouroù a-zivout an emvod : Visant Rouxel : 06 32 29 57 32vincent.rouxel@laposte.net
Sonia Zaoumi, karget a gefridi war an diorren Diwan :
02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03
sonia.zaoumi@diwanbreizh.org
ha diwan.breizh@wanadoo.fr
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !