Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha Kuzul skoazell skol Diwan ar vro Vigoudenn ouzh ho pediñ d\'un emvod digor d\'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c\'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 32 vloaz :
D\'ar Yaou 18 a viz Meurzh 2010
Adalek 8 eur noz
« Sal ar retredidi » , Plasenn an 19 a viz Meurzh,
Straed « de Briscoul »
E Plogastell-St-Jermen (29710)
Digoust ha digor d\'an holl
Petra eo ar skolioù Diwan ?
Petra eo ar c\'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.
Ma \'z oc\'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m\'ho peus bugale, deuit d\'an emvod !
Tud e-karg eus Diwan (skolaerien en o zouez) a vo war al lec\'h a-benn respont d\'ho koulennoù.
Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan er Vro Vigoudenn.
Titouroù a-zivout an emvod :
Sonia Zaoumi-, karget a gefridi war an diorren-Diwan :
02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03
sonia.zaoumi [at] diwanbreizh.org
ha : diwan.breizh [at] wanadoo.fr