Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Raktres eil skol Diwan e Naoned : emvod foran
Abaoe un tregont vloaz bennak ez eus skolioù Diwan e Liger-Atlantel, kelenn divyezhek brezhoneg-galleg dre soubidigezh. E Naoned da gentañ (1978) ha goude e Sant-Nazer (1991), Gwenrann (1999) ha Savenneg (2009)
Dominique Jacq pour Diwan le 12/01/12 9:10
24557_1.jpg

Abaoe un tregont vloaz bennak ez eus skolioù Diwan e Liger-Atlantel, kelenn divyezhek brezhoneg-galleg dre soubidigezh. E Naoned da gentañ (1978) ha goude e Sant-Nazer (1991), Gwenrann (1999) ha Savenneg (2009). Digoret e oa bet dorioù Skolaj Diwan Liger-Atlantel e Sant-Ervlan e miz Gwengolo 2008. A-benn respont d'an dud dedennet eo bet savet daou raktres er mare-mañ gant un digoradur e miz Gwengolo 2012 : e Naoned, evit un eil lec'h e kreiz-kêr pe e Su-Naoned hag e Pornizh ivez evit ul lec'h kentañ. Mont a ra ar raktresoù-mañ war-raok peogwir ez eus bugale rak-enskrivet dija.

Pedet oc'h d'un emvod publik evit kelaouiñ war ar skolioù laik-mañ, digoust ha digor d'an holl vugale adalek daou vloaz.

E Naoned d'ar Sadorn 21 a viz Genver da 10 e, Sal Joliot-Curie, 65 bd Joliot-Curie. (Busway lec'h-ehan Clos-Toreau / Bus 42 lec'h-ehan Saint-Jacques 1).

E-pad an emvodoù e c'halloc'h dizoleiñ rouedad Diwan, mont en dro hor skolioù, hag ar bedagogiezh lakaet e pleustr eno. Tro hor bo da vezañ e darempred gant ur skolaer ha tud ar vugale.

Skol Diwan Naoned : 02 51 80 50 32 – diwan.naoned [at] yahoo.fr

(voir le site)

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 8) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons