Laouen eo ar gevredigezh Diwan o pediñ ac'hanoc'h d'un emvod digor d'an holl evit kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 35

Laouen eo ar gevredigezh Diwan o pediñ ac'hanoc'h d'un emvod digor d'an holl evit kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 35 bloaz :

D'ar Sadorn 14 a viz Genver 2012

Adalek 10 eur

Er greizenn sokial
(straed ar groaz « Mérovingienne »)

22190-PLERIN

Digoust ha digor d'an holl

Petra eo ar skolioù Diwan ?
Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ?
Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.

Skignet e vo ur film a ginnig Diwan dre sell oadourien bet skoliataet e Diwan.
Unan anezho a vo war al lec'h evit respont d'ho koulennoù.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan e Plerin evit klokaat kinnig Diwan en Aodoù-an-Arvor. 7 skol hag ur skolaj (e Plijidi) a vez staliet en departamant betek-hen.

Titouroù a-zivout an emvod :

Sonia Zaoumi
06 24 90 36 03 pe 02 98 21 33 69
sonia.zaoumi@diwanbreizh.org

Documents liés