Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Radio - Emañ Tregeriz ha Gouelouiz o c’hortoz ar C’huzul Rannvro
Prest eo Kaouenn FM koulz lavaret da rentañ e deuliad d’ar CSA a-benn goulenn ur frekañsenn digantañ e fin ar miz. Ne vank ken met d’ar C’huzul Rannvro embann e skoazell d’ar raktres hag evit ar poent n’eus bet roet tamm keloù ebet d’ar gevredigezh a vod kazi 80
Par Guillaume Morin pour Kaouenn FM le 1/06/06 9:48

Prest eo Kaouenn FM koulz lavaret da rentañ e deuliad d’ar CSA a-benn goulenn ur frekañsenn digantañ e fin ar miz. Ne vank ken met d’ar C’huzul Rannvro embann e skoazell d’ar raktres hag evit ar poent n’eus bet roet tamm keloù ebet d’ar gevredigezh a vod kazi 80 a dud eus ar vro.

Dalc’het soñj o deus tud Kaouenn FM eus komzoù Yann Ber Thomin hag Herri Gourmelen a embanne e miz Genver 2006, da geñver Taol Kurun Kemperle, « e rank(e) arc’hant ar rannvro servijout da gas ar brezhoneg war-raok er mediaoù ». Kalonekaus eo ar c’homzoù-mañ d’an dud n’o deus ket o radio brezhonek c’hoazh. Mall zo gante e vefe lakaet ar c’homzoù-se e pleustr.

Kaouenn FM kaouennfm [at] yahoo.fr

Kawan, 01-06-2006