Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Lettre ouverte -
Promesaoù kozh o treiñ da nevez e Karaez
E Gouel al Levrioù e Karaez, disadorn tremenet, e oa bet roet ar prizioù lennegel d'ar skrivagnerien bodet war ul leurenn, hag un tamm film zo bet savet gant ABP. Ur c'heloù meur zo bet diskuliet gant un toullad politikourien d'ar vrezhonegerien... E miz Kerzu 2004, e oa bet votet ar «Plan linguistique breton»...
Mark Kerrain pour Mark Kerrain le 5/11/10 0:16

E Gouel al Levrioù e Karaez, disadorn tremenet, e oa bet roet ar prizioù lennegel d'ar skrivagnerien bodet war ul leurenn, hag un tamm film zo bet savet gant ABP.

Un toullad politikourien zo bet klevet ivez, hervez ar c'hiz, hag ur c'heloù meur zo bet diskuliet d'ar vrezhonegerien : "ul linennnad-voujedenn a vo gouestlet d'an treiñ lennegezh e brezhoneg gant Kuzul-Rannvro Breizh (4 departamant)".

Un nevezinti a-bouez, goulennet gant embannerien zo, ha Sav-Heol en o zouez, abaoe pell.

Koulskoude, n'eo ket un nevezinti ken nevez-se a-benn ar fin. E miz Kerzu 2004 e oa bet votet ar « Plan linguistique breton » gant Kuzul Rannvro Breizh, hag ennañ e c'halled lenn : "Un système de bourse à l'écriture et à la traduction, notamment en direction des jeunes et adolescents, sera mis en place". Votet e oa 6 vloaz zo eta, hag ankouaet kenkent ha votet!

Met prometet ez eus bet, en taol-mañ, e welimp un dra bennak e 2011.

Gortoz pell, gortoz gwell, planedenn Yann Vrezhonek.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons