Gant an ao. Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, eo bet degemeret d'ar Gwener 18 a viz Kerzu 2009 e ti ar Rannvro an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, hag an aotrounien Jakez Bernard ha Malo Bouëssel du Bourg, prezidant ha rener Produet e Breizh, evit al lid-sinañ.

Gant an ao. Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, eo bet degemeret d'ar Gwener 18 a viz Kerzu 2009 e ti ar Rannvro an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, hag an aotrounien Jakez Bernard ha Malo Bouëssel du Bourg, prezidant ha rener Produet e Breizh, evit al lid-sinañ.

Divizet ez eus bet gant Produet e Breizh, enni 225 embregerezh a labour evit 60 gennad labourerezh e 5 departamant Breizh, kas da benn 10 ober a c'hello kreskiñ plas ar brezhoneg er framm hag en darempredoù gant an mediaioù hag an dud dre vras.

Meur a wezh en amzer dremenet e oa bet lakaet ar brezhoneg war wel gant Produet e Breizh da-geñver koulzadoù brudañ (ar c'houlzad « Plijadur penn-da-benn », da skouer, e metro Pariz

). Hag emañ e soñj kenderc'hel gant koulzadoù all evit brudañ poduioù ar vro e brezhoneg.

Ar skoroù kehentiñ (follennoù pleg-dibleg evit Gouel Erwan, ar gazetenn « Le Phare », al lec'hienn genrouedad) a vo kinniget en div yezh, penn-da-benn pe evit darn.

Produet e Breizh a zisplego d'e izili ster ar sinadur gant an Ofis ha broudañ a raio an embregerezhioù da dostaat ouzh an Ofis a-benn siñañ an emglev Ya d'ar brezhoneg.

Mod-all e vo gwelet brezhoneg war kartennoù-bizit an implijidi, ar paper-lizher ha goloioù lizher ar framm.

Aes eo vo kas da benn an holl oberoù-se dre ma'z eo brezhoneger rener nevez Produet e Breizh.

Un arouez bras eo ar sinadur-se dre ma kreñvay ur wezh ouzhpenn al liammoù etre armerzh ha yezh.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus