Kroget eo produerien laezh Breizh da vanifestiñ e gourmarc'hadoù ar vro a-benn reiñ da c'houzout d'ar pratikoù doareoù ar stalioù a gavont direizh. Ar re-mañ a c'houlenn prenañ al laezh d'ur priz izel-tre pa vez gwerzhet d'ar vevezerien kalz keroc'h. Gounezet e vez arc'hant gant ar gourmarc'hadoù diwar goust ar

Manifestet o doa produerien laezh Aodoù-An-Arvor d\\\'ar Yaou 7 a viz Du e Loudieg a-enep doareoù ar gourmarc\\\'hadoù da c\\\'hoari gant priz al laezh. Deus un tu e klaskont lakaat ar broduerien da werzhañ ar marc\\\'had-matañ ar gwellañ ha deus an tu all emañ ar priz o kreskiñ er stalioù. Goulenn a reont ma vo rannet an arc\\\'hant gounezet ganto en un doare kempouesoc\\\'h.

War-dro ugent desaver saout a oa deuet da vanifestiñ wr parklec\\\'h ar supermarc\\\'had Champion e Loudieg, diriaou paseet galvet ma oant bet gant an FDSEA (Kevread departamant sindikadoù al labourerien-douar) ha Kreizenn-departamant al labourerien-douar yaouank Aodoù An Arvor. Hag int ha gronnañ rannoù al laezh hag ar boued-laezh er gourmarc\\\'had. Sioul eo chomet an traoù, evel ma oa bet goulennet gant prezidant an FDSEA en doa kemeret perzh en darvoud ivez. Gant seurt oberoù e fell d\\\'an aozerien diskuliañ doareoù ar gourmarc\\\'hadoù a laka priz ar broduerien da ziskenn pa vez ar priz kinniget d\\\'ar vevezerien o kreskiñ atav. Tamall a ra al labourerien-douar da vicherioù all a-hed ar chadenn ober o mad eus an arc\\\'hant a rankfe bezañ paeet dezho kentoc\\\'h, evit ul lodenn anezhañ da nebeutañ. "Pa glever komz muioc\\\'h-mui diwar-benn ar genwerzh reizh gant broioù all e plijfe deomp ivez gwelout ur priz reizh evit al laezh ivez" emezo.

N\\\'eo nemet an deroù Goude bezañ peget skritelloù e-barzh rannoù ar gourmarc\\\'had o deus strewet ar broduerien traktoù evit kelaouiñ ar pratikoù ha kinniget dezho lakaat o anv war ur sinadeg-harpañ. Goude un eurvezh e-barzh ar supermarc\\\'had e oa aet kuit digudenn ar vanifesterien war-dro kreisteiz. Koulzadoù all evit sachañ evezh an dud a oa bet raktreset en departamant, an deiz war-lerc\\\'h e ti-Leclerc Gwengamp, da skouer. Klevet e vo komz eus fulor ar broduerien e departamantoù all Breizh ivez, a-benn nebeut sur a-walc\\\'h. Kroget int gant ar Mor-Bihan en devezhioù-mañ. Daoust da vanifestadeg kentañ al labourerien-douar bezañ bet sioul-tre d\\\'an devezh-se e c\\\'hellfe an darvoudoù da zont bezañ kreñvoc\\\'h, hervezo, ma ne vez ket kinniget un diskoulm buan dezho. ABP/Ya!