Evit ar pempvet gwezh e vo aozet gant Ofis ar Brezhoneg, diwar c’houlenn Kuzul-rannvro Breizh : Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg Pal ar prizioù-mañ eo brudañ oberoù nevez ha dreistordinal savet gant an dud a-benn diorren ar brezhoneg er vuhez pemdeziek. Tri rummad a zo kinniget d’ar genstriverien : hinienn, kevredigezh, embregerezh

Evit ar pempvet gwezh e vo aozet gant Ofis ar Brezhoneg, diwar c’houlenn Kuzul-rannvro Breizh :

Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg

Pal ar prizioù-mañ eo brudañ oberoù nevez ha dreistordinal savet gant an dud a-benn diorren ar brezhoneg er vuhez pemdeziek.

Tri rummad a zo kinniget d’ar genstriverien : hinienn, kevredigezh, embregerezh ha 9 priz a zo kinniget d’al loreidi. E pep hini eus an tri rummad ez a 2000 € gant an hini kentañ, 1000 € gant an eil ha 500 € gant an trede.

Dilennidi eus ar C’huzul-rannvro hag eus izili Ofis ar Brezhoneg a ya d’ober bodad-barn ar genstrivadeg-mañ.

Pellgargañ reolenn ar genstrivadeg a c’heller ober adalek bremañ en ur vont war lec’hienn Ofis ar Brezhoneg : ha skrivañ evit degemer er gêr an teuliadoù da leuniañ da : Ofis ar Brezhoneg – Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg – 10, straed Naonediz 35000 ROAZHON.

Degemeret e vo teuliadoù nevez betek an 30 a viz Ebrel 2006.

Da vare Gouel Erwan a vo aozet al lid-roidigezh.