Loreidi Prizioù dazont ar brezhoneg 2015
Loreidi Prizioù dazont ar brezhoneg 2015 © autre

Roet e oa bet Prizioù dazont ar brezhoneg d'an 23 a viz Genver 2015 e Logunec'h. EMBREGEREZH : Priz kentañ : Naoned Eyewear, lunedour e Naoned (lec'hienn e brezhoneg, un anv brezhonek

Roet e oa bet Prizioù dazont ar brezhoneg d'an 23 a viz Genver 2015 e Logunec'h.

EMBREGEREZH :

Priz kentañ : Naoned Eyewear, lunedour e Naoned (lec'hienn e brezhoneg, un anv brezhonek da bep re lunedoù).

Eil Priz : Aplud, a grou c'hoarioù e brezhoneg (dudi, da sikour an dud da zeskiñ brezhoneg).

Trede Priz : Instant Gestion en deus krouet ur meziant evit fichennoù-pae e brezhoneg.

KEVREDIGEZH :

Priz kentañ : Lusk, un ti skoazellerezed-mamm ma vez komzet brezhoneg d'ar vabiged.

Eil Priz : EduBreizh, kelenn brezhoneg dre ar Genrouedad, bet krouet ar c'hentañ MOOC evit ar brezhoneg.

Trede Priz : Ya-ouank, lec'hienn-berzhiañ evit ar re yaouank.

LEVR FALTAZI :

Priz kentañ : Bili er mor, danevelloù gant Annie Coz (Emb. Skol Vreizh).

Eil Priz : En-dro d'al lenn-vor, danevelloù gant Jef Gedez (Emb. Al Liamm).

Trede Priz : Ar pezh a blij din, levr evit ar vugale gant Soaz ha Saig Pouldu, skeudennaouet gant Noémie Lassalle (Emb. An Alarc'h).

PLADENN KANET E BREZHONEG :

Priz kentañ : N'int ket deuet a-benn da ziwriziennañ ac'hanomp..., Rhapsoldya (Emb. Paker Prod).

Eil Priz : Koumoul du, gant Jakez & Bleuenn ar Borgn.

Trede Priz : Takenn Dour, gant Arneo (Emb. Compimusic/Coop Breizh RFI).

KLEWELED :Priz kentañ : An dianav a rog ac'hanon, sevenet gant Avel Corre - Tita Productions.

Eil Priz : Malo, sevenet gant Benjamin Botella, skrivet gant Géraldine Berry hag Etienne Strubel - JPL Films.

Trede Priz : Anavezout Breizh, savet gant Jean-Jacques Monnier hag Olivier Caillebot - Skol Vreizh.

STROLLEGEZH FORAN :

Priz kentañ : Mirdi ar paludoù-holen, e Bourc'h-Baz, brezhoneg par-ouzh-par gant ar yezhoù all er bonnoù etreoberiat.

BREZHONEGER AR BLOAZ :

Priz kentañ : Herve Sebille-Kernaudour, renet gantañ embannadur geriadur brezhoneg Treger-Goueloù Kerne-Uhel Frañsez Vallée (Emb. Kuzul ar brezhoneg).

Eil Priz : Monique Gentil, kengrouet “Mammigoù” gant div vaouez all, un ti skoazellerezed-mamm ma vez komzet brezhoneg d'ar vabiged.

Trede Priz : Quentin Morvan, bet lakaet gantañ e brezhoneg kanaouenn hollvrudet “Get lucky” krouet gant ar strollad Daft Punk ha graet berzh war ar Genrouedad.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus