
E miz Even 2007 e oa bet kinniget ur briziadenn live A1 d'an dud deuet a oa o teskiñ brezhoneg. 200 den o doa kemeret perzh ha tapet an diplom « live brezhoneg A1 ». Goude an taol-kaer-se ez eus bet divizet gant D.A.O. kenderc'hel gant an darvoud-mañ ha kinnig
E miz Even 2007 e oa bet kinniget ur briziadenn live A1 d'an dud deuet a oa o teskiñ brezhoneg. 200 den o doa kemeret perzh ha tapet an diplom « live brezhoneg A1 ».
Goude an taol-kaer-se ez eus bet divizet gant D.A.O. kenderc'hel gant an darvoud-mañ ha kinnig meur a live.
E miz Even 2008 eta e vo kinniget priziadennoù war 3 live (A1, A2 ha B1) d'o deskidi gant meur a gevredigezh e Breizh a-bezh :
E Bro-Gerne gant Mervent, Bro-Dreger gant Al Levrig, Bro-Roazhon gant Skol an Emsav, Bro-Naoned gant Kentelioù an Noz, Karaez gant Roudour ha Deskiñ Spered ar Yezh, Ploue gant Skol an Amzer da zont, Bro An Alre gant Kerlenn Sten Kidna ha meur a lec'h all c'hoazh !
Ma rit war-dro kentelioù brezhoneg d'an dud deuet (aozadurioù pe kelennerien), deuit e darempred gant D.A.O. evit gouzout penaos kinnig ar priziadennoù.
Mard emaoc'h o teskiñ brezhoneg, kit e darempred gant an aozadur kentelioù noz tostañ evit gouzout penaos lakaat hoc'h anv.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !