D'ar sadorn 6 a viz Mezheven, e oa bet kaoz a levrioù e brezhoneg er Bonoù (Morbihan), peogwir e oa bet roet ar priz lennegel Sten Kidna-Le long cours du Bono an deiz-se. Roet e oa bet d'ar juri c'whec'h romant e brezhoneg embannet e 2014 ha 2013, da lenn, dezhe da zibab an hani en deus plijet ar muiañ dezhe. « Yudal ! » , bet skrivet get Erwan Hupel, hag embannet get Al Liamm, a zo aet ar maout getañ. Diàr intrudu ti-kêr ar Bonoù e oa bet savet ar priz e 2008, ha Kerlenn Sten Kidna eo a ra àr-dro sevel ar juri. Ur priz 700 ¤ zo bet roet da Erwan Hupel get ar maer, Jean Lutrot. Ha kendalc'het e vo get ar priz lennegel mañ get kumun Ar Bonoù er blezadoù da zont, eme Jean Lutrot. Plijet eo bet ar juri get levr Erwan Hupel a ziskoue buhez pemdeziek ur skolaer barzh ur skol vamm divyezhek, get ar pezh a zo plijus, ar pezh n'eo ket, an darempredoù get ar vugale, o zud, ar skolaerion all, divyezhek pe pas…
Setu roll al levrioù àr ar renk evit priz Sten-Kidna-Le long cours du Bono 2015 :
- Ar waremm vras, Youenn Kervalan, Al Lañv, 2013
- Bigorned sukr ha bara mel, Fañch Peru, Skol Vreizh, 2014
- Bizied Eva, Katelin Kerisit, An alarc'h embannadurioù, 2013
- Koll atav, Gégé Gwen, Skol Vreizh, 2013
- Milendall, Yann Fulup Dupuy, An alarc'h embannadurioù, 2013
- Yudal, Erwan Hupel, Al Liamm, 2013.
Ar skrivagnerien priziet dija :
- 2009 : Mich Beyer/Etrezek an enez
- 2010 : Herve Gouedard/Liñvadenn Kastellaodren
- 2011 : Riwall Huon/Ar marc'h glas
- 2012 : Yann Bijer/Torrebenn
- 2013 : Aziliz Bourgès/An diaoul ouz taol ; priz ispisial ar juri da Daniel Doujet.
- 2014 : Yann Gerven/Traoù nevez ; priz ispisial ar juri evit Herri ar Borgn.
- 2015 : Erwan Hupel/Yudal
Kerlen Sten Kidna, 6 straed Joseph Rollo, 56400 An Alre/Auray. (voir le site)