Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Gant Riwall Huon eo aet Priz Kêr-Garaez evit e zanevell Ar c'hazh triliv hag al labous garzh.
Gant Riwall Huon eo aet Priz Kêr-Garaez evit e zanevell Ar c'hazh triliv hag al labous garzh.
- Communiqué de presse -
Priz nevez Kêr-Garaez da Riwall Huon
Gant Riwall Huon eo aet priz kentañ ar genstrivadeg danevelloù e brezhoneg aozet, evit ar wech kentañ, gant ti-kêr Karaez. “Ne oan ket o c'hortoz kement-se” emezañ diouzhtu. E oa bet kinniget d'ar juri gant e vreur, hep gouzout da Riwallrak
Par Gwenael Dage pour Ya ! le 16/11/10 15:35

Gant Riwall Huon eo aet priz kentañ ar genstrivadeg danevelloù e brezhoneg aozet, evit ar wech kentañ, gant ti-kêr Karaez.


"Ne oan ket o c'hortoz kement-se" emezañ diouzhtu rak goude ma vefe bet embannet "Ar c'hazh triliv hag al labous garzh" e-barzh Al Liamm e miz Even 2010 e oa bet kinniget d'ar juri gant e vreur, hep gouzout da Riwall. Awenet eo bet ar skrivagner eus fedoù gwir, ur c'hazh triliv o treiñ ingal tro-dro d'e di, war ar maez, e Sant-Hern. Ur c'hazh souezhus, hag a seblante drouk ha tagus, gant daoulagad iskis. Barregezh hag ijin Riwall Huon o doa kavet aze o danvez evit kas da benn un istor faltazi o kontañ planedenn ur gwaz kozh, o chom e-unan goude ma vefe aet e wreg kuit hep tamm displegadenn. Hemañ ivez, a santfe daoulagad paret warnañ ingal. Hemañ ivez a welfe ar c'hazh triliv-se, ur gazhez e gwirionez, o troidellat nepell.


1500 € gouestlet d'ar yezh

Na pa anzav Riwall Huon eo bet plijet gant ar priz, n'eo ket bet c'hwezhet gant an enorioù. Souezhet, tra ken. "Trawalc'h eo din soñjal o deus kavet lod danvez em skrid, o deus santet un dra bennak". Gant ar 1500 € en deus gounezet en deus lakaet embann an danevell, gant ar soñj profañ anezhi d'e vignoned. Gant ar peurrest e fell dezhañ sevel ul lec'hienn Internet gouestlet d'e dad, Ronan Huon, ha d'e oberenn.

Evit ar bloaz zo o tont en deus embannet sklaer an traoù dija. N'emañ ket en e soñj konkouriñ. Daoust ma anzav eo a-bouez e vefe eus seurt kenstrivadegoù e bed ar brezhoneg e fell dezhañ lezel o chañs gant ar re all.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons