Ar priz lennegel e brezhoneg « Sten Kidna-Le long cours du Bono » , krouet e 2009 get kumun ar Bonoù evit inouriñ ul levr faltazi nevez embannet, a vo roet ar blez-mañ d'ar sadorn 23 a viz Meurzh, er Bonoù. C'hwec'h romant embannet e 2011 ha 2012 a zo bet lakaet àr ar renk get ar juri, tud a vro an Alre.
Tolpet e vo ar juri ur sizhun a-raok, d'ar sadorn 16, evit tabutal, votiñ ha choaz al levr a vo priziet get Kerlenn Sten Kidna ha kumun ar Bonoù. Ar blez-mañ eo bet lañset get ar Gerlenn un eil priz, ur "priz ispisial" evit lakaat àr wel un oberenn e brezhoneg ha n'eo ket ur romant nag un danevell. Ur priz hag a vo disklêriet da geñver ar memes abadenn, hag ivez get ar priz Bernard-Moitessier Le long cours du Bono a vez roet d'ul levr e galleg a ziar ur veaj.
Setu roll al levrioù àr ar renk evit priz "Sten-Kidna-Le long cours du Bono" :
- Aljer 57, Pierre Emmanuel Marais - Al liamm - 2012
- Tramor Son ha ton - Frank Bodenes - Keit vimp bev - 2011
- An diaoul ouz taol - Aziliz Bourgès - Emgleo Breiz - 2012
- An avel en ho plev - Monika Piarden - Al Liamm - 2012
- Ar gouvidi - Kristian Brisson - Mouladurioù hor yezh - 2012
- An doubl - J-E. Mouton, Emgleo Breiz. 2011.
Kerlenn Sten Kidna, 6 straed Rollo, 56400 An Alre/02 97 29 16 58, STENKIDNA 2 [at] wanadoo.fr, www.kerlenn-sten-kidna.com