- Communiqué de presse -
Priz ar Yaouankiz ar re vras : an abadennig e Gwiseni
Liesseurt e oa an danvez lenn evit ar re Bevare/Lise. Ur romant istorel, ekologel ha barzhoniel, da zibab...
Par Fanny Chauffin pour FC le 9/06/15 9:12
:

Liesseurt e oa an danvez lenn evit ar re Bevare/Lise. Ur romant istorel, ekologel ha barzhoniel, da zibab...

Ne c'helle ket Jakez Erwan Mouton, ar skrivagner bet dibabet gant darn eus ar re yaouank bout aze (kelenner, mare ar c'huzulioù klas...), e skolaj Diwan Gwiseni. Neuze e oa ar skolajidi hag al liseidi o selaou aketus ouzh displegadennoù Malo Bouessel du Bourg ha Yann Fanch Jacq, deuet da welout o lennerien yaouank.

An disoc'hoù :

1- Mael Poulossier, "Mael hag ar gorriganed"

2- Paskal Hervio, "Haroz an deiz"

3- Serj Richard, "Enora e Kernev Veur"

Priz ar Yaouankiz 4re/lise

1- Jakez Erwan Mouton, "Stourm ha Karantez"

2- Malo Bouessel du Bourg, "Daoulagad ar Werc'hez"

3- Yann-Fanch Jacq, "Brezel an dour"

Voir aussi sur le même sujet : lennegezh, krouidigezh, haiku