Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Présentation de livre -
Priz ar vugale : pevar levrig evit kregiñ da lenn istorioù a-vremañ
Prest e vo e fin ar sizhun al levrigoù bihan graet evit skolidi ar c'helc'h 3.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 26/09/11 19:10

Setu ar pempvet Priz ar Vugale o tostaat, pevar levr nevez-flamm, skrivet gant tud yaouank (Carl, Maina, Faouenn) ha gant Armel ar Sec'h. Daou istor leun a faltazi (un aerc'houant bihan o kavout hir e amzer hag ur vamm gozh sorserez gant ur c'hazh hag ur vran a gomz ...) ha daou all levezonet gant darvoudoù gwirion (lez-tad diaes da zegemer er gêr, hag ur paotrig anvet Bruno sot gant ar c'hoarioù video) eo danvez Priz ar Vugale 2012.

Aozet eo bet ar Priz gant féa, ur gevredigezh ganet 18 vloaz 'zo, hag ijinet ganti Priz ar Yaouankiz e 2004. Kalonekaat ar skrivagnerien, bodañ ar juri lennerien, difaziañ ar skridoù, kenlabourat gant an embannadurioù a vez graet ingal ganti. Krouet o deus pevar bloaz 'zo e Karaez, '"korn ar vugale" gant arzourien, strolladoù c'hoariva (Los Furlukinos, Jouin/Siberil, Anne Lejeune, Hippolenn, ...), ha degemer ar vugale (tresañ, livañ, bandennoù treset, lenn).

Penaos ober evit ar skolaerien o deus c'hoant da gemer perzh ? Kas al lizher-stag e PDF, enskrivañ ar vugale, gortoz e teufent e boest lizhiri ar skol pe mont da Garaez e gouel al levrioù evit kaout anezho.

Goude, lenn anezho en un trimiziad, tabutal, eskemm, lakaat anezho da vezañ lennet a vouezh uhel, da vezañ lennet er gêr. Pediñ ar skrivagner(ez) er skol, degemer ar Priz e miz Even ... Sevel ur c'haier "lennegezh" evel Valerie e skol Diwan ar Faou, evit lakaat anezho da zielfennañ an istor, d'ober un diverradenn, da dresañ ur pennad ...

Ha dreist-holl : kavout plijadur da lenn un istor, daou, tri ha pevar !

Evit gouzout hiroc'h : (voir le site)

(voir le site)

Document PDF . Source :
Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons