Put your name here

Ar vugale gant Paskal Hervio ha Laurence Lavrand, o lidañ 15 bloavezh Priz ar Yaouankiz
Ar vugale gant Paskal Hervio ha Laurence Lavrand, o lidañ 15 bloavezh Priz ar Yaouankiz
Reportage
Priz ar vugale : Laurence Lavrand trec'h gant "Manegoù ar re CP"
Skol Kommanna dilun 3 a viz Gouere. Tostaat a ra ar vakansoù, tri devezh c'hoazh. Erruet war ar porzh daou skrivagner Priz ar vugale da welout ar voused.
Reportage de Kerne Multimedia

Publié le 3/07/23 19:57 -- mis à jour le 03/07/23 19:57
Laurence Lavrand, skrivagnerez evit ar yaouankiz :
Réalisation : tv bro kemperle- fea
(45 vues)

Skol Kommanna dilun 3 a viz Gouere. Tostaat a ra ar vakansoù, tri devezh c'hoazh. Erruet war ar porzh daou skrivagner Priz ar vugale da welout ar voused. Priz ar vugale 2023 : 141 bugel o kemer perzh eus skolioù Diwan Kommanna, Diwan Kemperle, les Marsauderies Naoned, Diwan Kemper Kerfeunteun, Skol ar ROc'h Morvan, Skol Diwan Brest, Diwan Lannuon, ha skol Kervilin Molan. Aet eo ar maout gant "Manegou ar re CP3, gant 30% eus ar mouezhioù (Laurence Lavrand), heuliet gant Fulor ruz ar skeudoù du (Fulupig an Du, 26%), Moichin (Paskal Hervio, 23%) ha "Ar roñfl ne blije ket dezhañ ar vakansoù" (Ewen Jacq, 21%).

War ar foto : klasad Diwan Kommanna gant Laurence Lavrand, Paskal Hervio hag ar skolaer, Clyde Dlugy Belmont, skrivagner ivez !

Istor Laurence a gont buhez pemdeziek ur c'hlasad met gant ur boelladenn un tammig ispisial : implij un dorn hepken evit labourat ha c'hoazh, un dorn gwisket gant ur maneg... Abalamour da betra ? Lennit evit gouzout hiroc'h. Pa oa bet kontet penaos e oa deuet ar mennozh dezhi, fromet hag aketus-bras oa bugale klas ar re vras...

Voir aussi :
0  0  
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 6 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.