Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz : skrivagnerien, kasit ho skridoù !

700 bugel ha den yaouank o lenn pep bloaz, un hanter kant skrivagner bennak, met ret eo atav klask skridoù nevez, istorioù souezhus...

Fanny Chauffin pour FC le 11/02/15 21:57
:
Réalisation :

700 bugel ha den yaouank o lenn pep bloaz, un hanter kant skrivagner bennak, met ret eo atav klask skridoù nevez, istorioù souezhus...

Dibabet zo bet ar bloaz paseet e miz Mae 2014 dek skrid gant ar juri kentañ a zo lennet e-pad ar bloavezh skol 2014-2015 gant an tregont skol, skolaj ha lise enskrivet. Evit ar re vihan : "Prinsez Mariana", skrivet gant Myriam Guillevic, "Haruto", gant Milena Krebs, "Pelec'h emañ an Tad Nedeleg "?, gant Kristian ar Bras, ha "Naig, Youen hag an aerouant" gant Armel Ar Sec'h.

Evit ar re vras 6vet/Pevare, Mael Poulossier gant e istor Korriganed, Serj Richard gant "Beaj Enora e Kernev-Veur",ha Paskal Hervio gant "Haroz an Deiz", levr kentañ a seurt-se e brezhoneg (ret eo dibab e hent el levr).

Evit ar re vrasañ (trede-eilvet), karantez ha stourm e bro Iwerzhon gant Jakez Erwan Mouton, teir danevell gant barzhonegoù mod Japan e-barzh gant Malo Bouessel du Bourg ha "Brezel an dour" gant Yann-Fañch Jacq.

Met dija e vo ret kavout skridoù evit ar bloavezh skol 2015/2016 : istorioù 12 000 sin gant un aroz yaouank e kreiz an istor evit Priz ar Vugale hag istorioù 40 000 sin evit ar re yaouank, da gas a-raok fin miz Ebrel da afea [at] laposte.net

Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 0 ?