-- Festivals --

Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz : 10 levr nevez evit al lennerien yaouank

Annonce de Kerne Multimédia (porte parole Fanny Chauffin) publié le 22/10/16 13:10

A-drugarez da zek skrivagner : Goulc'han Kervella, Riwall Huon, Annie Coz, Mai Ewen, Myriam Guillevic, Anthony Renaudin, Armel Le Sec'h, Laurence Lavrand, Marie-Françoise Castric ha Pierre-Emmanuel Marais oa bet skrivet danvez nevez evit ar yaouankiz.

E stand Keit Vimp bev e c'hello pep hini kavout peadra da studiañ er c'hlas ha da gaout ul levraoueg pe ur vediaoueg gant istorioù nevez.

Evit ar re vihanañ, istorioù un tamm burzhudus evit tri anezho : korriganed gant un hezoug, dindan «kef ur wezenn velen» e c'hoarvez a bep seurt traoù ha gant «an tad eizh brec'h» e c'hell un tadig cheñch penn da benn e emzalc'h ! Gant «Gaza» koulskoude eo gwiroc'h an traoù : ur plac'hig Palestinia o vont da bro Euskadi evit mont gwelloc'h, degemeret en ospital hag e ti bugale euskaregerien.

Evit ar re 6vet/Pevare, setu istorioù strolladoù bugale o c'hoari war porzh ar skol, pe hiniennoù evel an hini, goapaet a vo mignon ur marmouz laosket war bord an hent, pe c'hoazh istor «Nolwenn, Bim hag al laer».

Evit ar re Drede/lise, setu neuze, «Mojenn ar vuhez hag ar marv», troet diwar oberenn Émile Souvestre, skrijus ha souezhus, un istor skrijus all, met a-vremañ diwar ur grennardez gant ur vamm klañv he spered, hag evit echuiñ ur romant souezhus «Panelloù», da zizoleiñ...

Hag eveljust e c'hell al levrioù-se bout lennet gant forzh peseurt lenner, forzh peseurt oad e vefe erru...

Priz ar yaouankiz, embannet gant Keit Vimp bev, kenstrivadeg aozet gant féa :

Riwal Huon : «Ti e voledoù glas» ;

Armel le Sec'h : «Kevrin an Dourdu» ;

Anthony Renaudin : « Mignoniezh dic'hortoz» ;

Annie Coz : «Nolwenn, Bim hag al laer» ;

Goulc'han Kervella : «Mojenn ar vuhez hag ar marv» ;

Mai Ewen : «Mont kuit» ;

Laurence Lavrand : «Panelloù».

Priz ar Vugale, embannet gant Keit Vimp bev, kenstrivadeg aozet gant féa :

Pierre-Emmanuel Marais : «Gaza» ;

Myriam Guillevic : «E kef ar wezenn velen» ;

Marie-Françoise Castric : « An tad eizh brec'h» ;

Laurence Lavrand : «Prizoniad ar gorriganed».

Voir aussi :

mailbox imprimer