Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Dépêche -
Priz ar Vugale : aet eo ar maout gant
Skol Diwan ar Faou, e traoñ iliz Rumengol. Un ti-kêr deuet da vezañ ur skol Diwan, hag e-barzh klas Valerie Trefles, skrivagnerien Priz ar Vugale.
Fanny Chauffin pour ABP le 24/06/11 21:18

Gant div skolaerez, an holl liveoù ganto ha gant ur skoazellerez a Gatalunia e oa bet degemeret tri skrivagner Priz ar Vugale. O labourat en ur skolaj e oa Yann-Fanch Jacq digwener. Mat e vije bet dezhañ bout aze koulskoude...

Kroget e oa an abadennig e savadur "Aljeco" kozh ivez, met leun a vuhez en diabarzh, posterioù, kaieroù "lennegezh" treset ha livet brav gant ar skolidi. Goulennoù a bep seurt savet gant ar vugale ouzh an tri skrivagner deuet da welout anezho. Setu un nebeud respontoù graet gant ar skrivagnerien.

- Pegoulz 'peus kroget da skrivañ ? Er bloaz paseet, goude ur staj gant Stumdi, hag evit pleustriñ gant ar brezhoneg. Plijour a ra din kalz lenn, hag ar c'hleñvedoù spered, eme skrivagnerez "Bleunioù e-leizh".

- Pet levr ho peus skrivet ? N'ouzon ket re... Dek, pemzek ? Barzhonegoù, pennadoù a zo bet embannet e kazetennoù evel Al Liamm, pe Brud Nevez, ... eme Jakez-Erwan.

- Peseurt levr eo, hervezoc'h, an hini gwellañ e-touez an holl re ho peus skrivet evit ar youankizoù ? "Katrina", a respont Jakez-Erwan, "An tri fenn melegan" ha "Nedeleg laouen" a ouzhpenn Mai-Ewen.

Bugale aketus ha gouest da ezteurel o soñjoù. Laouen-kenañ e oa ar skrivagnerien o welout penaos oa bet lennet o levrioù.

Votet oa bet gant 100 bugel eus 9 skol (6 skol Diwan, 2 skol bublik, 1 skol brevez). Aet eo ar maout gant Yann Fanch Jacq ("an dilojañ"), heuliet a-dost (ur vouezh diforc'h) gant Mai Ewen ("Me Nana Marina". An trede plas a zo aet gant "D/Tangi hag ar merien" (Jakez-Erwan Mouton) hag ar pevare hini gant "Bleunioù e-leizh", skrivet gant Delphine Primault.

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons