E Kemper, disadorn, e oa bodet Maina, Armel, tad Carl ha kelenner tri skolajiad o doa savet holl un danevell dibabet gant ar juri evit Priz ar Vugale a zeu.
A wech kentañ eo gwelout kement a dud yaouank o kinnig skridoù, mennozhioù e-leizh ganto. A-drugarez da Vai-Ewen, Goulc\'han Kervella, Pierre-Emmanuel Marais, Mich Beyer a zo deuet da welout anezho ha da sikour ar re a felle dezho mont pelloc\'h dre ginnig ur skrid peurechuet. A-drugarez ivez d\'ar \"reizherez\", Corinne ar Mero he deus sikouret kalz anezho.
Ar pevar istor ?
- \"Sorserez eo Mamm-gozh\" ma konter istor ur paotrig, o vont da vakansiñ da di e vamm-gozh. Met n\'eo ket un ti evel ar re all : ur vran ha kazh an ti a vez o tabutal ingal ... ha troioù-hud a reont ivez ! Skrivet gant Maina Mallejac, sot gant Harry Potter hag istorioù strobinellerien.
- \"Ar sarpant bihan\": skrivet gant Armel ar Sec\'h, a blij dezhi mojennoù Breizh ha Mor Breizh. Setu un aerouant o sellout ouzh tud o pourmen war an aod.
- \"Den bleiz\", skrivet gant un den yaouank, ma kont istor ur paotr sot gant ar c\'hoarioù video. Met un deiz e teu un den bleiz da strobinellañ e familh a-bezh. Penaos mont maez eus ar wallhuñvre-se ?
- \"Gerard, an den mat\", skrivet gant tri skolajiad eus ar Releg Kerhuon : diaes eo d\'an harozez bevañ gant mignon he mamm, sotonioù, troioù kamm a vo c\'hoariet dezhañ ganti. Met tamm-ha-tamm e seblant Gerard bezañ un den mat ...
Evit gouzout hiroc\'h : 02 98 71 74 94 / 06 79 14 96 87
Kaset e vo an holl ditouroù d\'an holl skolaerien e fin miz Eost.