Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- archive -
Prientiñ an dazont
Milio Latimier pour Bremañ le 7/02/07 16:30

Diwar youl ar c'helenner skol-veur Lukian Kergoat e oa bet roet lañs e-ser Kuzul Sevenadurel Breizh d'ur bodad-labour war an deskadurezh uhel e brezhoneg. Goude emvod kentañ ar 16 a viz Genver, sed amañ soñjoù an aozer.Petra en deus roet deoc'h ar c'hoant da blediñ gant an danvez-se ? Erruout a ra muioc'h-mui a dud betek ar vachelouriezh, brezhoneg ganto. C'hoantoù o deus e-keñver ar yezh, met ned a ket kevrennoù Brest ha Roazhon da-heul. N'eus heuliad ebet etre al lise hag ar skol-veur evit ar brezhoneg. Ha n'o deus ket tout c'hoant da heuliañ ur c'hursus brezhoneg. Lod zo dedennet gant ar viologiezh, lod all gant ar c'hazetennerezh....Penaos e oa bet ganet ar bodad-se ? Kinniget em boa en ur bodad labour war raktresoù nevez warlene, da geñver emvod meur KSB. Degemeret e oa bet ha krouet ur bodad war an deskadurezh uhel. Evit an emvod kentañ em boa pedet un toullad tud neuze.Piv a oa bet pedet ganeoc'h ? 40 den pe aozadur a oa bet pedet, 25 a oa deuet. Tri seurt tud am boa pedet. Ar frammoù ofisiel, ensavadurioù an Deskadurezh publik, hag an aozadurioù a gas war-raok ar c'helenn divyezhek. Ar c'hevredigezhioù sevenadurel o deus da welet gant an deskadurezh uhel : skoliata dre lizher, stajoù war ar bloaz, stummadurioù dibaouez... Hag an dud da dizhout evel-just ! Met ar re-mañ zo diaes da zaremprediñ rak n'int ket frammet evit poent...Perak o deus kemeret perzh d'ho soñj ? Peogwir e soñj dezho eo erru poent sevel un dra bennak, poent kenurzhiañ ar c'hoantoù hag ar raktresoù. Tri ahel preder ha labour zo deuet war wel, un is-bodad o plediñ gant pep hini : Tachenn ar stummadur teknikel e brezhoneg. Aze e c'heller gwelet gant ar frammoù stummañ zo dija evit gwelet ar pezh zo tu d'ober en diabarzh (IUT, BTS, skolioù-meur...). Penaos lakaat an traoù e brezhoneg, penaos stummañ ar stummerien hag ar re yaouank... Ul labour daremprediñ ha kendrec'hiñ e vo da gentañ hag ul labour sikour da sevel da c'houde. Ur goulenn brasoc'h zo war micherioù zo evit re all : re ar c'hrouiñ. Da lavaret eo ar skrivañ, an treiñ, ar jubenniñ, an istitlañ, ar c'hleweled, ar mediaoù hag an embann dre vras. Aze e rankomp prederiañ war ur framm, ur pol micherel, da grouiñ. An trede ahel n'eo ket ken pleustrek, met troet kentoc'h war ar broud. Barregezhioù ha gouiziegezhioù ne dremenont ket dre ar brezhoneg pa c'hellfent en ober : tud zo zo brezhonegerien ha barrek-tre war tachennoù uhel. Aze e rankomp kaout ul lec'h preder hep bezañ micherel. Ar pal zo ledañ an anaoudegezh dre ar yezh, pa vefe gant stajoù, skolioù-meur hañv, lec'hiennoù internet... "Skol-veur ar Bobl" a-benn ar fin, war skouer ar pezh a vez graet e broioù Skandinavia. Ret e vefe neuze dont a-benn da renabliñ ar barregezhioù... Un dra da ijinañ penn-da-benn eo.Perak sevel seurt bodadoù-labour bremañ ? Rankout a ra an traoù dont d'o mare. Eil derez Diwan n'eo ket deuet eus ur bloaz d'egile da skouer, pevar bloaz a breder ha prientiñ zo bet... Ha da’m meno eo erru ar poent soñjal en amzer da zont war dachenn an deskadurezh uhel.Komzoù dastumet gant M.L.Un eil emvod a vo azoet d'ar Sadorn 17 a viz C'hwevrer e Karaez, hag un trede d'ar 17 a viz Meurzh e Plañvour. Evit gouzout hiroc'h : Kuzul Sevenadurel Breizh, 7 straed Jeneral Guillaudot, 35069 Roazhon Pgz : 02 99 87 17 65. Postel : ksb.ccb [at] wanadoo.fr pe ksb [at] kuzul.info. Lec'hienn : www.kuzul.info.

logo
Mensuel en langue bretonne.
Voir tous les articles de Bremañ
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 6) + 2 ?

ABP

Publier

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons