Ar blijadur hon eus d’ho pediñ, div wech ar miz, d’un nozvezh gouestlet d’al levrioù e brezhoneg (lenn, divizout, burutellat, eskemm…) e kelc’h lennegel “Lenn a-stroll” bep Meurzh 1añ ar miz, ha d’un nozvezh all gant prezegennoù a-bep seurt e brezhoneg. Digor d’an holl eo an nozvezhioù-mañ ! danvez-brezhonegerien

Ar blijadur hon eus d’ho pediñ, div wech ar miz, d’un nozvezh gouestlet d’al levrioù e brezhoneg (lenn, divizout, burutellat, eskemm…) e kelc’h lennegel “Lenn a-stroll” bep Meurzh 1añ ar miz, ha d’un nozvezh all gant prezegennoù a-bep seurt e brezhoneg.

Digor d’an holl eo an nozvezhioù-mañ ! danvez-brezhonegerien pe brezhonegerien.

Yaou 12 a viz Here da 8e30 noz e sal DIZOLO

PREZEGENN miz Here :

-Istor ar brezhoneg adalek an deroù betek an deiz a hiziv. -E peseurt stad emañ ar yezh hiziv an deiz ? sifroù ha grafikoù

Pedet e vo tud, disheñvel mat, da zont da gomz diwar-benn danvezioù liesseurt bep miz. Pellgomzit deomp ma fell deoc’h kaout ar roll anezho.

D’ar Yaou d’an noz e vo, bep miz da 8e30 !

Evit kregiñ mat gant ar bloavezh e kinnigomp deoc’h dont da selaou Olier ar Mogn (rener Ofis ar Brezhoneg). Danvez ar brezegenn a vo : Istor ar brezhoneg adalek an deroù betek an deiz a hiziv. E peseurt stad emañ ar yezh hiziv ? Sifroù ha grafikoù a vo kinniget deoc’h. Tu vo d’ober goulennoù e dibenn an diviz evel-just.

Un nozvezh talvoudus d’an holl !

Lena Louarn – renerez Pol brezhoneg Skol an Emsav http://perso.wanadoo.fr/skol.an.emsav http://bremaik.free.fr www.breman.org