Put your name here

Prest e vo al levrigoù 'benn nebeut !
A'ï eo poent soñjal er vakañsoù ! Ouzhpenn 50 kamp vakañs e brezhoneg hag e gallaoueg a vo aozet er bloaz-mañ gant 15 aozer disheñvel. Ar c'hampoù vakañsoù a ro tro d'ar vugale : ° da vevañ prantadoù kreñv ha fromus e brezhoneg hag e gallaoueg, ar pezh a zegas talvoudegezh d'ar strivoù a reont er skol ° da amprouiñ obererezhioù nevez (pone, surf, belo, kaiak, sirk…) ° da guitaat o familh ha d'en em gavout en ul lec'h azasaet evito gant tud yaouank mennet da brofañ dezho vakañsoù a-stroll a-feson ° da gavout o flas (...) - Dudi brezhoneg gallaoueg
Communiqué de presse de UBAPAR

Publié le 26/02/18 14:12 -- mis à jour le 26/02/18 14:12

(voir le site) " align="left"> (voir le site) width='150' height='113' />

A'ï eo poent soñjal er vakañsoù ! Ouzhpenn 50 kamp vakañs e brezhoneg hag e gallaoueg a vo aozet er bloaz-mañ gant 15 aozer disheñvel. Ar c'hampoù vakañsoù a ro tro d'ar vugale :

° da vevañ prantadoù kreñv ha fromus e brezhoneg hag e gallaoueg, ar pezh a zegas talvoudegezh d'ar strivoù a reont er skol

° da amprouiñ obererezhioù nevez (pone, surf, belo, kaiak, sirk…)

° da guitaat o familh ha d'en em gavout en ul lec'h azasaet evito gant tud yaouank mennet da brofañ dezho vakañsoù a-stroll a-feson

° da gavout o flas e-barzh ur strollad ha da vezañ emrenoc'h-emrenañ o kaout plijadur.

Bep bloaz e vez embannet levrig ar c'hampoù vakañsoù gant an UBAPAR. Disoc'h labour a-stroll an aozerien eo. 11 300 levrig a vo moullet er bloaz-mañ ha skignet e 280 skol divyezhek. Diaesoc'h-diaesañ eo evidomp skignañ al levrigoù-se abalamour d'an niver a skolioù o kreskiñ ha d'an diazamantoù da vont e-barzh ar skolioù degaset gant ar plan vigipirate. Setu perak e c'houlennomp sikour diganeoc'h evit ar skignañ. Un dornad kevredigezhioù lec'hel o deus asantet bezañ ur pont etre ar skolioù ha ni. Pedet oc'h gante da evañ ur banne kafe, da sellet ouzh ur filmig a-zivout ar c'hampoù vakañsoù, da gaozeal eus ar c'hampoù vakañsoù gant un aozer ha da dapout al levrigoù evit holl vugale ar skol e-lec'h m'emaoc'h o labourat pe e-lec'h m'emañ ho pugel. Baneoù kafe a zo bet raktreset evit ma teufe un den deus pep skol da glask al levrigoù, kaozeal gant un aozer ha sellet deus ur film war ar c'hampoù :

Ti ar Vro Treger Goêlo : 12 a viz Meurzh da 5e

Kreizenn Sevenadurel Gwengamp : 12 a viz Meurzh da 5e

Ti ar Vro Sant Brieg : 13 a viz Meurzh da 5e

Emglev Bro Douarnenez : 16 a viz Meurzh da 5e

Sal Trimaran e Loperc'het (gant Servij ar Yaouankiz Loperc'hed ha Ti ar vro Landerne) : 12 a viz Meurzh da 4e30

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 6 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.