Etre ar Yaou 27 hag ar Sadorn 29 a viz Eost
Bemdez e wel tud ar Festival ez eo bev-birvidik ar c'hrouiñ e bed ar c'hleweled e brezhoneg. Graet o soñj gante neuze lakaat war-wel disoc'hoù nevesañ ar c'hrouiñ-se, en ur skignañ filmoù hag en ur aozañ emgavioù etre ar grouerien hag ar sellerien.
D'ar Yaou 27 a viz Eost, e Ti ar re yaouank hag ar sevenadur :
– Da 3 eur abardaez : "Taol-grenn evit kinnig « rummad ar c'hleweled e brezhoneg » hag ober stad ar produiñ e brezhoneg."
– Da 5 eur : "Abadenn ispisial gant filmoù faltazi e brezhoneg" : Ken Tuch, Leurenn BZH, Abadenn genta BRZ (hep istitloù), ha da heul, "diviz war ar c'hrouiñ filmoù faltazi e brezhoneg".
- D'ar Gwener 28 a viz Eost da 2e er sinema Le Club : "evit ar wech kentañ ! Brendan ha sekred Kells" gant Thomas Moore (2006, 1e15). Hep istitloù "Film nevez-advouezhiet gant Dizale". Adalek 7 vloaz
- D'ar Sadorn 29 a viz Eost, diouzh an noz, war ar blasenn : "Skignadenn ur film faltazi berr e brezhoneg, savet e-pad ar gouel !"
Hag ivez a-hed ar sizhun…
Filmoù e brezhoneg a zo bet dibabet e-barzh Dreistdibab Breizh 2009, ar filmoù bet produet ha graet e Breizh e-pad ar bloavezh. Ar filmaozerien a vo war blas evit kinnig o filmoù.
D'ar Meurzh 25, da 4 eur, er sinema Le Club : "Me oa deut da vezañ hardizh", gant Thierry Compain - 24 images / France 3 Ouest
D'ar Merc'her 26, da 4 eur, er sinema Le Club :
"Leurenn BZH 2", gant Sonia Larue - Pois Chiche Films, TV Rennes 35, Dizale, MALP, La Découverte
"O seizh posubl", gant Soazig Daniellou - Kalanna Production / France 3 Ouest
- D'ar Yaou 27, da 6 eur 30, e auditorium ar vediaoueg : "Hent-dall", gant Sebastien Le Guillou - France 3 Ouest
Hag ouzhpenn, d'ar Sul 23 da 6e30 en auditorium : abadenn ispisial an INA Atlantel "Charlez Ar Gall, brezhoneger penn, kil ha troad", gant Marie Kermarec Ha da heul, "un teulfilm hag un diviz war istor an tele e Breizh", graet gant Louis-Marie Davy ha Patrick Gay e 1990.
Evit gouzout pep tra war Gouel ar filmoù : www.festival-douarnenez.com