

Na laouen ar vrezhonegerien !
Piv a oar e oa bet nac'het ar Prizioù gant tud evel Goulc'han Kervella pe Bernez Tangi, o lakaat Goulwena an Henanff diaes, ar bloavezhioù paseet ?
Piv en deus klevet e oa bet Riwall Huon e-pad saloñs Gwened enoret evit e romant "ar marc'h glas" o c'houlenn e vefe eskemmet e priz ("croisière" chik ha cheur, a dalveze 5000 euro) gant ur sammad arc'hant da reiñ da Ziwan ? Trouz ebet er c'hazetennoù, fulor maer Gwened ...
Ha laouen ar vrezhonegerien ? Ya, re Naoned sur, an abadenn nemeti e brezhoneg o do e-pad ar bloavezh war frans 3 ... eo just a-walc'h hini ar Prizioù !
Gant un eurvezh ha kard e brezhoneg bep sizhun n'eo ket brav plas ar brezhoneg war ur skinwel rannvroel a zo bremañ "Rannvro ar C'hornog : Frañs 3 Ouest", da lavarout eo echu gant Breizh. Na laouen ! Nag eurüs !
Dre chañs e vez radioioù, kalz marc'hadmatoc'h a ra ur sapre labour evit ar yezh. Muioc'h mui a dud skiant prenet, gant ul live yezh o kreskiñ, abadennoù liesseurt. Gant ma vo dihunet mat selaouerien hag arvesterien bedig bed ar c'hleweled e brezhoneg e Breizh ...
Commentaires (4)
Marteze ez eus muioc\'h er skingomz, met ne vez ket klevet: em skingomz-me n\'eus nemet galleg.
Gwir eo, pa gomzer eus France 3 Ouest n\'eus anv ebet eus Breizh. Pa gomzer eus Ouest-France, pe Radio Kerne zoken, n\'eus anv ebet eus Breizh ivez.
A-hend-all, evit ar Prizioù, eo splann pegen dister eo al lec\'h roet d\'al levrioù. Evit reiñ c\'hoant da skrivañ, da dreiñ, da embann, pe da lenn levrioù nevez e brezhoneg, e vo ret kavout doareoù all efedusoc\'h .