Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Pred/Diviz Publik Kreiz Breizh, Ti-ar-Vro Karaez, D’ar Gwener 11 a viz Mae, Da 8 eur noz
Mignoned ker, Da vare koulzad kabaliñ ar votadegoù evit an deputeed, Christian Troadec (Gauche Alternative) danvez kannad pastell-bro Kastellin-Karaez, Mona Bras (UDB) danvez kannadez pastell-bro Gwengamp/Rostrenn ha Michel Rolland (Verts), danvez kannad pastell-bro Henbont-Gourin a gemero perzh en ur pred-diviz digor d’an holl e Ti-ar-Vro Karaez d’ar Gwener 11 a
Nil Caouissin pour UDB le 5/05/07 15:17

Mignoned ker,

Da vare koulzad kabaliñ ar votadegoù evit an deputeed, Christian Troadec (Gauche Alternative) danvez kannad pastell-bro Kastellin-Karaez, Mona Bras (UDB) danvez kannadez pastell-bro Gwengamp/Rostrenn ha Michel Rolland (Verts), danvez kannad pastell-bro Henbont-Gourin a gemero perzh en ur pred-diviz digor d'an holl e Ti-ar-Vro Karaez d'ar Gwener 11 a viz Mae da 8 eur noz. Supleanted an danvezioù kannad, Michel Balbot (Verts), kuzulier Rannvro ha prezidant « KKKB » (Kumuniezh kumunioù Kreiz Breizh) ha Yann Siz (Sekretour kevredad UDB Morbihan) a gemero perzh er pred hag a c'hello respont d'ho koulennoù.

Un neubeud soñjoù da vagañ an divizoù :

- Lakaat e plas ur politikerezh skoazell d'an embregerezhioù bihan ha krenn, d'an artizanelezh ha d'ar c'henwerzh tost ouzh an dud, gant ur spered sokial hag a genskoazell, ha ne vo ket reiñ skoazelloù da gompagnunezhioù ar c'henverzh etrevroadel bras an arc'hant gante.

- Dont a-benn da gaout dour naet en-dro dre cheñch doareoù produiñ al labour-douar. Kaout boued mat kentoc'h evit kementadoù bras anezhe.

- Departamantoù pe « Broioù ha Rannvro » : petra eo ar gwellañ framm da gaout e Kreiz Breizh ?

- Pe c'hoazh, peseurt politikerezh da gaout da vezañ mestr war priz ar gwerzhañ douaroù ha tier ? D'an dud, berr lost o arc'hant gante, da c'hellout feurmiñ pe prenañ ul lojeiz …

D'ar Sul 10 a viz Even, deiz kentañ tro votadegoù an deputeed, votiñ « Util » evit Breizh, an ekologiezh hag ar c'henskoazell a vo votiñ evit hon danvezioù kannad. Diouzh an niver a votoù a vo bet rastellet ganeomp devezh ar c'hentañ tro e c'hellimp pouezañ war raktresoù politikel gouarnamant nevez Pariz. Deuit niverus d'ar pred-diviz-se.

Mersi bras deoc'h tout en a-raok. A greiz kalon

………………………………………………………………………………………………………………..

Pred/Diviz publik Gwener 11 a viz Mae da 8 eur noz Ti-ar-Vro Karaez

Pred : 10 € Da zerc'hel ho predoù: Pellgomzit : 02 96 24 25 09 pe Postel : hele-gall [at] wanadoo.fr

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 2) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons