Ha neuze, piv vo trec'h ? Jean Luc Roudaut, bet skolaer e Diwan, ar strollad Arvest gant ar bugel Hugo, merc'hed Salsardin, pe... ?

Ha neuze, piv vo trec'h ? Jean Luc Roudaut, bet skolaer e Diwan, ar strollad Arvest gant ar bugel Hugo, merc'hed Salsardin, pe... ? Pemp ton, un IP evit dibab (un urzhiataer e pep ti...), mod all e c'hellit dibab war urzhiataer ho lec'h labour, ho kleub yoga pe scrap booking...

Brav an eostad ur wech adarre, hag e vo brav mont da redek gant sonennoù ken lañsus...

Votet oa bet gant 500 den dija. Deoc'h-c'hwi neuze, ha buan : ne chom 'met ur sizhunvezh ha war lerc'h... e vo savet ur c'hlip video gant ar sonenn "ofisiel"...

Evit votiñ :

https://www.ar-redadeg.bzh/?lang=br
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....