Brav eo komz, prederiañ, adober bedig bed ar vrezhonegerien hag ar c'hlewelet ... Met gwelloc'h a zo : Kenstrivadeg Filmoù Berr Berr (an archant hag an amzer !) a c'houlenn ganeoc'h votiñ, diskouez oc'h bev-buhezek war Internet !

Penaos ober ?

  • sellout ouzh an holl filmoù a zo bet lakaet war al lec'hienn http://www.youtube.com/user/berrberrbzg#g/u

17 film a zo da welout (padelezh evit an holl : 1 e 40) ;

  • votiñ dre bostel : fanny.chauffin@laposte.net, o reiñ an tri film a zo ar re wellañ evidoc'h (en urzh : 1- ar maout, an eil, an trede), o reiñ ho anv gwir, ho chomlec'h, hag un evezhiadenn (embannet e vint da c'houde ...) a-raok ar 21/05 ;
  • dont da Gawan d'ar sul 23 da 15e er c'habaret evit lidañ ar filmourien ha klask sevel ur genstrivadeg all evit ar bloavezh o tont !

Resisadurioù 06 79 14 96 87

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....