Bugale Kloar o skrivañ haiku
Bugale Kloar o skrivañ haiku

Chom a ra 7 devezh, ur sizhunvezh evit kas ho haiku, unan pe dri, e galleg, brezhoneg, galloeg

Chom a ra 7 devezh, ur sizhunvezh evit kas ho haiku, unan pe dri, e galleg, brezhoneg, galloeg

Penaos sevel ho haiku ? Soñjit en un dra resis a zo chomet bev en ho memor hag a zo liammet gant tem ar genstrivadeg (al louarn). Klaskit un elfenn bennak a ziskouez liv an amzer (yen, goañv, hañv, gleb ? ), ur skeudenn doare "Polaroid". Na implijit ket re a verboù (unan, pe verb ebet). Skrivit, adlennit, cheñchit ma zo ezhomm d'ober, lakait tud all da lenn.
Ha kasit hoc'h oberennoù berr da : taolkurun@laposte.net, pe war-eeun war al lec'hienn : http://taolkurun.free.fr/pages/kenstrivadeg_haiku.html

Skouerioù

C'hwezh ar chaseour
o tostaat
poent eo mont kuit.

Barv gwenn al louarn
e-kreiz an erc'h
c'hoant dezhañ bout tad Nedeleg ?

Daou louarn o pourmen
e-barzh ar c'hoad
gwisket gant e zelioù nevez.

Latar ar mintin
un oto ruz o tremen
skoet al louarn kozh.

Piv 'yelo da glask an heol
war ar bern teil ?
gwad 'ba' beg al louarn.