Souvenir d'enfance, Haïkus inédits, Breton, Mai Ewen
Souvenir d'enfance, Haïkus inédits, Breton, Mai Ewen © CC-BY-SA-NC

Haïkus inédits en breton de Mai Ewen

.
.
Garm ar chadenn
Stok ar seilh ouzh ar varlenn -
Lonkadenn dour sklas.
.
.

Niverus an diri koad
pignet difonn
war-zu mousc’hoarzh ma mamm.
.
.
Harlu miz Du –
Stag ouzh skourr ar magnolia
un delienn gistin.

.
.
Al liorzh frondus
‘n em lez da greviñ –
Nijet kuit al liorzherez.
.
.

Prenestroù ar sell
melezour an ene –
Perak ken du da hini ?
.
.

Nozvezh a gabaduilh –
Distro mintin an targazh
grafignet e lagad.
.
.

Bannoù an heol
Flistret dre ar stalaf –
Ur gouloù-deiz a spi.
.
.

Gwennder ar spern du
hejet-dihejet ‘n avel –
Promesa polos.
.
.

Souden ur barrad –
E daeroù ur yeotenn
Sked ar seizenn-c’hlav.
.
.

Ar ranig rous
war delienn al loa-zour
‘ c’hougous d’he amourous
.
.

.
.
.
Mai Ewen vit à Rédéné. Poète, elle écrit notamment des haïkus (courts poèmes japonais) en breton.
.
(Nous remercions Mai Ewen de transmettre aux lecteurs d'ABP
ces haïkus inédits)
Bio Mai Ewen à découvrir http://editionsws.cluster011.ovh.net/les-poetes/mai-ewen/
Sur Wikipédia https://br.wikipedia.org/wiki/Mai_Ewen
Vidéo Skrivagnerien –Mai Ewen http://www.brezhoweb.com/video/skrivagnerien.98/skrivagnerien-mai-ewen-401841.html